Preizhadeg Roma (1527)

(Adkaset eus Arigrap Roma (1527))

Preizhadeg Roma a voe graet adalek ar 6 a viz Mae 1527 gant 6000 soudard a Vro-Spagn, un niver dianav a Italianed, hag ivez dreist-holl gant 14 000 goafer alaman eus arme Karl V, dindan urzhioù ar c'honestabl Charlez III Bourbon. Padout a reas betek C'hwevrer 1528. Un darvoud a-bouez eus Seizhvet brezel Italia e voe.

Preizhadeg Roma, e 1527.
Arigrap Roma, e 1527. Engravadur gant Maarten van Heemskerck.

En amzer-se edo kêr Roma e Stadoù ar Pab, ha preizhataet e voe gant soudarded dirollet, goaferien alaman protestant anezho dreist-holl, peogwir ne oant ket bet paeet. Goude marv o jeneral, Charlez III Bourbon, ez eas ar c'hoaferien alaman-se gant soudarded all, Spagnoliz hag Italianed, da gemer ur gêr hag a oa difennet fall gant un arme dister.

War-dro 20 000 Roman a voe lazhet, 10 000 a dec'has, 30 000 a varvas gant ar vosenn degaset gant an Alamaned. E-keit-se e oa repuet ar pab Klemez VII e kastell Sant'Angelo, met kodianañ a rankas, ha paeañ 400 000 pezh aour. Protestanted e oa ar braz eus ar c'hoaferien alaman, ha kasoni a vagent ouzh ar pab hag ar galloud katolik, ken e voe graet ganto ar brasañ droug d'al leaned ha leanezed hag ar brasañ freuz en ilizoù ha kouentoù.

Un darvoud a-bouez e voe preizhadeg Roma er brezelioù hir a c'hoarvezas en Europa etre an Impalaeriezh Santel hag ar Rouantelezh c'hall, a oa neuze o reiñ harp d'ar pab ha da Stadoù an Iliz. Gant ar freuz ha reuz lakaet e kêr Roma e voe lakaet splann edo levezon Italia o tisteraat, aloubet ma oa gant armeoù estren, hag un dismegañs vras e voe d'an Iliz katolik en ur mare ma oa al luteriegezh o vont war-raok en Alamagn.


 
Karl V, poltredet gant Christoph Amberger, 1532).
 
Frañsez Iañ Bro-C'hall (1530) gant Jean Clouet, Mirdi al Louvre.

E-pad brezelioù Italia er XVIvet kantved e oa bec'h en Europa entre an Habsbourged hag an Tiegezh Valois gall, entre Karl V, anezhañ impalaer an Impalaeriezh Santel ha roue Spagn war un dro, ha Frañsez Iañ Bro-C'hall, roue Bro-C'hall. E 1525 e oa bet prizoniet Frañsez Iañ en Emgann Pavia, ha hervez feur-emglev Madrid e miz Genver 1526, e ranke dilezel e wirioù en Italia, ha daskoriñ Bourgogn d'an Impalaer. Dieubet e voe, met brezel bras a savas etrezo adarre prestik goude, e 1526, ha padout a reas betek 1529.

 
Poltred Giovanni dalle Bande Nere, livet gant Gian Paolo Pace, war ziskouez
e mirdi an Uffizi e Firenze.

E deroù 1526 e fellas d'ar pab Klemez VII, Giulio de' Medici e anv kardinal, sevel un emglev a-enep an impalaer, ar Santa Lega di Cognac, Emglev Cognac, a voe sinet d'an 2 a viz Mae gant Stadoù ar Pab, ha Rouantelezh Bro-C'hall, hag ivez Dugelezh Milano, Republik Venezia, Republik Genova, ha Republik Firenze an Tiegezh Medici.

Pab ha roue a soñje e klaskje an impalaer, goude aloubiñ hanternoz Italia, stagañ e zouaroù nevez ouzh re ar c'hreisteiz, a oa dezhañ dre hêrezh, ha kemer Stadoù ar Pab goude-se.

Kentañ taol brezel a voe kaset neuze gant soudarded ar pab a-enep Republik Siena, met fall e troas an traoù, hag anat e voe e oa re wan arme Roma.

Mennet e oa an impalaer da vestroniañ hanternoz Italia gant skoazell ar pab, met pa welas ne oa ket troet Klemez VII d'ober emglev gantañ e fellas dezhañ mont dre heg. Koulskoude e oa diaes dezhañ, rak bec'h en devoa en Alamagn gant ar Brotestanted, en tu all d'an Danav gant an Otomaned; neuze e klaskas c'hwezhañ an tan e Stadoù ar pab, dre hanterouriezh an Tiegezh Colonna, enebour a-viskoazh an Tiegezh Medici.

E 1526 eta e oa emsavet an Tiegezh Colonna ouzh ar pab, ha setu ar c'hardinal Pompeo Colonna da gas e arme da lakaat Roma en arigrap d'an 20 a viz Gwengolo 1526. Ha setu ar pab Klemez VII da c'houlenn skoazell digant an Impalaer, ha da brometiñ dilezel kostezenn ar roue gall, ha da derriñ an emglev anvet emglev Cognac. Neuze ez eas Pompeo Colonna da Naplez. Pa welas ar pab e oa voe disammet eus e enebour, e hastas gervel ar roue gall da zont d'e zifenn.

Drouklaouen an impalaer, hag eñ ha kas un armead Spagnoled renet gant an dug Charlez III Bourbon, hag a zilestras e Genova, da vrezeliñ ouzh arme emglev Cognac, renet gant ar C'hallaoued. Kaset e oa bet ivez eus Tirol un armead all a soudarded alaman (etre 12 000 ha 15 000 den) met klañv-fall e oa o jeneral kozh, Georg von Frundsberg, ma rankas hennezh distreiñ da Alamagn. Ha setu Charlez eta a oa e-unan e penn al lu. Dirazañ e oa arme ar pab kaset gant Giovanni dalle Bande Nere. Mervel a reas Giovanni, ha kemeret e voe Milano gant Charlez.

Da zifenn Roma e oa 3 000 soudard italian dindan urzhioù Renzo da Ceri, annezidi a en em ginnigas da gemer perzh en difenn, ha gwarded Suis ar pab. Daou viz a-raok e oa bet kaset 2000 Suis kuit gant ar pab, hag ar re-se a oa aet da greskiñ arme Emglev Cognac, renet gant dug Urbino. Kuit ivez e oa bet kaset 2 000 soudard eus ar Bande Nere, a oa dindan Orazio Baglioni, met un darn anezho a oa chomet da zifenn Roma e Mae.

Mogerioù kreñv a oa en-dro da Roma, ha kanolioù mat, seurt na oa ket nemeur en arme an impalaer. Evit talañ ouzh dañjer arme an Emglev o tont da sikour Roma e ranke Charlez Bourbon hastañ kemer anezhi.

Da veure ar 6 a viz Mae 1527, evel respont d'an emglev etre ar pab Klemez VII hag ar roue gall enep dezhañ, e c'hourc'hemennas Charlez Bourbon d'e arme kemer kêr Roma, hep kanolioù na seziz. Arsailhet e voe ar Janículo hag ar Colina Vaticana. Gloazet-fall e voe Bourbon e-kerzh an arsailhadeg : un tenn en devoa bet en e gof-gar, mervel a reas diwar an tenn-se. Fougeal a reas an arzour italian Benvenuto Cellini bezañ tennet ar boled. Goude marv o jeneral e tirollas soudarded an impalaer, ha kemeret e voe ar mogerioù ha kêr Roma a-bezh gant an Alamaned a-benn un nebeud eurvezhioù.

Meur a zevezh e voe lakaet arigrap war Roma. Preizhet e voe e pep lec'h, en ilizoù, e ti tud eus kostezenn an impalaer zoken. Lakaet e voe seziz war kastell Sant'Angelo, ma oa repuet ar pab hag ar gardinaled. Goude teir sizhunvezh seziz e voe kemeret ar c'hastell. Ret e voe d'ar pab paeañ 70 000 dugad aour evit bezañ dieubet. Bras e voe brud preizhadeg Roma er bed kristen, un arouez eus youl Doue da galz a dud.

Ne voe kuitaet Roma gant an arme impalaerel nemet e C'hwevrer 1528, pan eas ar soudarded da Naplez. E-pad ar breizhadeg e oa aet an armeoù gall da aloubiñ Rouantelezh Naplez ha da lakaat seziz dirak kêr Naplez en miz Ebrel 1528.


Pennadoù kar

kemmañ