Rouantelezh Naplez zo ur rouantelezh a zo bet e kreisteiz Italia hag a voe unanet ouzh Rouantelezh Italia e 1861.
Meur a wech e voe stag ouzh rouantelezh Sikilia hag anvet a-wechoù Rouantelezh an Div Sikilia.

Rouantelezh Naplez
bro istorel
Deiziad krouiñ30 Meu 1282 Kemmañ
Anv annezidinapolitano, napolitana, itáliai Kemmañ
Den e penn an aozadurKing of Naples Kemmañ
KevandirEuropa Kemmañ
Kêr-bennNapoli Kemmañ
Daveennoù douaroniel40°49′48″N 14°15′0″E Kemmañ
Renad politikelmonarkiezh hollveliek Kemmañ
Office held by head of stateKing of Naples Kemmañ
MoneizNeapolitan piastra, Neapolitan lira Kemmañ
Perc'henn warOspedale L'Albergo Reale dei Poveri Kemmañ
Heuliet gantRouantelezh an Div Sikilia, Rouantelezh Naplez (1805-1815) Kemmañ
Yezh implijetgalleg, italianeg Kemmañ
Deiziad divodañ12 Kzu 1816 Kemmañ
Relijion ofisielIliz katolik roman Kemmañ
Map
Italia e 1494, gant Rouantelezh Naplez e su al ledenez.
Palez roueel Napoli


XIXvet kantved

kemmañ
 
Ferdinando Iañ an Div Sikilia, pe Ferdinando IV Naplez

Mont a reas Rouantelezh an Div Sikilia, ma rene Ferdinando IV Naplez, a-du gant an Trede Kenunaniezh a-enep Napoleone Buonaparte e 1805.

En 1806, goude emgann Austerlitz, hag emgann Campo Tenese, e voe krouet ur Rouantelezh Naplez ofisiel gant Napoleone Buonaparte evit e vreur Giuseppe Buonaparte. Tec'hel a rankas ar roue Ferdinando da Sikilia ma chomas roue.

Daou vloaz goude, e 1808, e kasas Napoleon e vreur Giuseppe da ren da Spagn. Neuze e voe fiziet ar rouantelezh en e vreur-kaer Joachim Murat, dimezet da Carolina Buonaparte. Klask a reas Murat aloubiñ Sikilia meur a wech, met tro wenn a reas bep tro. Difennet e oa an enez gant ar morlu saoz.

Goude faezhadenn Napoleon e 1814 e sinas Murat un emglev gant Aostria evit mirout e rouantelezh , en desped da glemmoù Ferdinando ha d'e skoazeller saoz.


 
Garibaldi hag e soudarded o tont tre e Naplez

Pennadoù kar

kemmañ