Emgann Campo Tenese

Emgann Campo Tenese a c'hoarvezas d'an 9 a viz Meurzh 1806 entre arme an impalaer gall Napoleone Buonaparte, kaset gant ar jeneral Jean Louis Ebenezer, kont Reynier, en anv an alouber Giuseppe Buonaparte, hag arme roue Naplez, Ferdinando IV Naplez, dindan urzhioù ar jeneral Roger de Damas. Hennezh e voe emgann diwezhañ aloubadeg Rouantelezh Naplez e 1806.

Istor kemmañ

 
Poltred eus ar jeneral gall Jean louis Ebenezer, kont Reynier.

Aet e oa ar roue Ferdinando, roue an Div Sikilia (Naplez ha Sikilia), a-du gant an Trede Kenunaniezh a-enep Napoleon. Napoleon avat a oa bet trec'h war armeoù ar Genunaniezh en emgann Austerlitz, hag e miz C'hwevrer 1806 en doa kaset un arme da aloubiñ rouantelezh Naplez, setu ma oa an eil aloubadeg en ur ober seizh vloaz.

D'ar 15 a viz C'hwevrer e voe kemeret kêr Naplez gant an arme c'hall, ha lakaet Giuseppe da roue. E miz Meurzh e voe kemeret kreñvlec'hioù Gaeta ha Calabria, ma stourme c'hoazh arme Ferdinando. D'an 9 a viz Meurzh e voe krogadoù bihan, faezhet e voe arme Naplez. Kalz soudarded napolitan a godianas, darn a droas o chupenn, darn all a dec'has da Sikilia, dindan warez ar morlu saoz.

En deiz war-lerc'h e oa Giuseppe roue Naplez, ha Ferdinando roue Sikilia hepmui, kollet gantañ an hanterenn vrasañ eus rouantelezh an Div Sikilia.

Pennad kar kemmañ