Lazhadeg Lauria a voe graet entre ar 7 hag an 9 a viz Eost 1806 gant soudarded an arme c'hall dindan ar marichal André Masséna e kêr Lauria, e Rouantelezh Naplez, a oa emsavet a-enep an aloubadeg c'hall. Ur mil a dud a voe lazhet gant ar C'hallaoued.

Monumant d'ar boblañs merzheriet gant an arme c'hall.
André Masséna (1758-1817), marichal gall.
«Ad opera del maresciallo Massena [...] circa mille cittadini caddero sotto il ferro nemico, centoquarantadue case furono preda delle fiamme in Lauria Superiore e due terzi di tutte le altre in Lauria Inferiore, e in esse le due chiese madri e il magnifico Convento dei Minori Osservanti. Il saccheggio fu generale, generale il pianto, la desolazione, il lutto.» Diwar ober ar marichal Massena ... war-dro mil den eus kêr a voe lazhet gant klezeier an enebour, daou di ha seizh-ugent a voe c'hwezhet an tan enne, e gorre-kêr, ha div drederenn anezho e goueled-kêr, hag eno an div iliz ha kouent ar Minori Osservanti. Ar breizhadeg a voe e pep lec'h, al leñv, ar glac'har. (Tommaso Pedìo, p. 28)

Klask a reas tud kêr, gant soudarded ar roue Ferdinando, herzel an arme c'hall a oa o kerzhout war-du Naplez. D'ar 7 a viz Eost, da sav-heol e kuitaas an arme c'hall Lagonegro hag a-raok kreisteiz e tegouezhas e-tal Lauria, hervez danevell ar marichal Masséna, savet d'an 9 a viz Eost evit ar roue nevez Giuseppe Buonaparte.

Le même Masséna, en 1806 (5 août), campagne des deux Calabres, marchait sur Lauria, l'une des villes insurgées de la Basilicate. Le premier aide-de-camp envoyé en reconnaissance vint lui annoncer que l'on y sonnait le tocsin. Placé dans le groupe qui formait son état-major, j'entendis distinctement ces mots : — Ils sonnent leur mort! — Un deuxième aide-de-camp à son tour lui fit connaître que la fusillade était commencée : — ILS SERONT BRÛLÉS! — Et Masséna, aussi laconique que le Spartiate, leur tint parole : Lauria fut livrée aux flammes. Notenn el levr Bertrand Du Guesclin : poème en sept chants, gant Jacques-Louis Lacour. Amyot, 1847.
Masséna end-eeun, d'ar 5 a viz Eost 1806, ... a gerzhe war-du Lauria, unan eus ar c'hêrioù emsavet e Basilicata. Ar c'hentañ eil-a-gamp kaset d'ober an anavezadenniñ a deuas da gemenn edod o seniñ ar c'hleier-galv. Ha me eno e-touez ar re a oa en e guzul-ofiserien da glevout fraezh ar gerioù: - O seniñ o marv emaint! - Un eil-a-gamp all a deuas da lavarout e oa krog tennadeg ar fuzuilhoù. - Pulluc'het e vint! - Ha Masséna, ken ral e gomz evel ur Spartad, a voe feal d'e c'her : an tan a voe lakaet e Lauria.


E Lauria e oa emsavidi renet gant Vincenzo Geniale Versace. Kalz eus tud kêr ne felle ket dezho leuskel ar soudarded estren da zont e kêr, ha bec'h a savas etre ar re-se hag ar re a felle dezho kodianañ.

Dirak kêr Lauria e voe rannet an arme c'hall : ur bagad dindan ar jeneral Gardanne, a en em zalc'he war an torgennoù, e gorre-kêr; hag unan all renet gant Masséna evit gronnañ kêr. Eus Lauria e teuas tennoù war ar C'hallaoued. Lakaet e voe an tan en tier evit rediañ an emsavidi da zont er-maez.

War-dro mil a dud a voe lazhet. Ur c'hant bennak all a voe diskaret er mougevioù ma oant aet da guzhat, hag an dec'herien a voe fuzuilhet pe krouget. Maouezed ha bugale a voe jahinet ha lazhet. Kaoz a voe eus soudarded kors a lazhas betek ar glañvourien en o gweleoù.

Goude al lazhadeg

kemmañ

Freuz ha reuz a voe lakaet e kêr goude al lazhadeg, gant aotre Masséna.

E 1815, pa zistroas ar roue Ferdinando da Naplez, e voe roet da gêr Lauria an titl a Semper Fidelis abalamour d'o nerzh-kalon en o stourm ouzh o bourevien.

Pennadoù kar

kemmañ

Levrlennadur

kemmañ
  • Raffaele Viceconti, Il sacco di Lauria: vicende storiche del 1806-07, Zanichelli, 1903.
  • Raffaele Viceconti, Vicende storiche della città di Lauria, Napoli, Tip. Don Marzio, 1913.
  • Autori vari, Dizionario delle battaglie, Milano, Mondadori, 1968.
  • Tommaso Pedìo, Brigantaggio meridionale: (1806-1863), vol. 2, Capone, 1987.
  • Antonio Boccia, Massacro a Lauria. La resistenza antigiacobina in Basilicata (1799-1806), Napoli, Il Giglio, 2006, ISBN 978-88-902010-1-1

Notennoù

kemmañ