Rouantelezh Naplez (1805-1815)

Rouantelezh Naplez (en ofisiel Regno delle Due Sicilie, Rouantelezh an Div Sikilia) a voe krouet en miz Kerzu 1805, goude emgann Austerlitz hag emgann Campo Tenese, gant Napoleone Buonaparte evit e vreur Giuseppe Buonaparte. Padout a reas ar rouantelezh napoleonian betek 1815 ha faezhadenn Waterloo, hag anavezet eo ar marevezh-se evel an Decennio francese.

Rouantelezh Naplez (1805-1815)
Napoleonic client state, Stad, bro istorel
Deiziad krouiñ11 Mae 1806 Kemmañ
Anv er yezh a orinRegno di Napoli Kemmañ
Yezh ofisielitalianeg, galleg Kemmañ
StadRouantelezh Naplez (1805-1815) Kemmañ
Kêr-bennNapoli Kemmañ
Renad politikelmonarkiezh hollveliek Kemmañ
Office held by head of stateKing of Naples Kemmañ
MoneizNeapolitan lira Kemmañ
Raklec'hiet gantRouantelezh Naplez Kemmañ
Heuliet gantRouantelezh an Div Sikilia Kemmañ
Deiziad divodadur30 Meu 1815 Kemmañ
PrantadBrezelioù Napoleon Kemmañ
Italia e 1810, gant Rouantelezh Italia, ma rene Napoleon, ha rouantelezh Naplez ma rene Joachim Murat.
Giuseppe Buonaparte, Roue Naplez, e 1808
Joachim Murat, Roue Naplez, war-dro 1812

1806 kemmañ

Aloubet e voe ar vro gant an arme c'hall, kaset gant ar marichal André Masséna, da gastizañ ar roue Ferdinando Iañ an Div Sikilia (1751-1825) ha ne oa ket bet feal d'e c'her da chom neptu er brezel a oa renet gant an Trede Kenunaniezh a-enep an impalaeriezh c'hall.

Tec'hel a rankas ar roue Ferdinando Iañ an Div Sikilia (1751-1825) da Sikilia ma chomas roue dindan warez ar morlu saoz.

Ar roue Murat kemmañ

Daou vloaz goude, e 1808, e kasas Napoleon e vreur Giuseppe da ren da Spagn. Neuze e voe fiziet ar rouantelezh en e vreur-kaer Joachim Murat, dimezet da Carolina Buonaparte. Klask a reas Murat aloubiñ Sikilia meur a wech, met tro wenn a reas bep tro. Difennet e oa an enez gant ar morlu saoz.

Goude faezhadenn Napoleon e 1814 e sinas Murat un emglev gant Aostria evit mirout e rouantelezh , en desped da glemmoù Ferdinando ha d'e skoazeller saoz.

Gwelet ivez kemmañ