Aloubadeg Rouantelezh Naplez (1806)
Aloubadeg Rouantelezh Naplez gant an arme c'hall a c'hoarvezas e miz Genver 1806, evit lakaat Giuseppe Buonaparte, breur an impalaer gall Napoleone Buonaparte, war gador ar roue Ferdinando IV Naplez.
Abegoù
kemmañAbeg kentañ ar brezel avat e oa politikerezh enepgall Ferdinando. Un emglev a oa bet sinet etre ar roue hag an impalaer evit pellaat ar brezel diouzh su Italia, ha dleout a rae an arme c'hall kuitaat Puglia tra ma promete Ferdinanto chom neptu er brezel a rene an Trede Kenunaniezh a-enep an impalaeriezh c'hall.
A-boan aet kuit ar C'hallaoued, setu Ferdinando o tegemer armeoù saoz ha rus en e rouantelezh. E miz Kerzu 1805 avat e voe flastret an armeoù rus hag aostrian gant Napoleon en emgann Austerlitz. Neuze en em dennas ar Rused eus Naplez, kemend-all a reas ar Saozon, ha setu Ferdinando e-unan dirak ar fulor gall .
Brezel
kemmañE penn an arme c'hall e oa ar marichal André Masséna a dreuzas hanternoz Italia gant e soudarded betek Naplez. War e hent e kemeras perzh e meur a emgann, ha dreist-holl hini Campo Tenese (9 a viz Meurzh) ma voe trec'h war soudarded Naplez, ma kouezhas ar rouantelezh evel ur frouezhenn darev.
Koulskoude e voe roet bec'h dezhañ e meur a wech : e-pad Seziz Gaeta (26 a viz C'hwevrer-18 a viz Gouhere), en emgann Maida ma voe trec'h ar Saozon, ha gant brezelig ar gouerien. Ferdinando avat a c'hallas tec'hel da Sikilia, a oa en e rouantelezh, hag eno e voe diwallet mat gant al morlu saoz. E-keit-se e voe lakaet Giuseppe Buonaparte da roue.