Granada (Spagn)

kumun Bro-Spagn

Granada zo ur gêr eus Spagn, e kumuniezh Andalouzia. Kêr-benn proviñs Granada eo. Emañ e-harz menezioù ar Sierra Nevada, aradennad uhelañ Spagn. E 2009 e oa annezet gant 234 325 a dud, ha tost da 500 000 a dud a oa o chom en tolpad-kêrioù.

Granada
An Alhambra, e Granada

Savadur brudetañ Granada eo an Alhambra, ur palez kaer savet er Grennamzer, d’ar mare ma oa rouantelezhioù muzulmat e su Spagn. Abalamour d’an Alhambra ha da savadurioù kaer all e teu e-leizh a douristed da c’h-Granada. Ur skol-veur anavezet eo ivez. A-gozh eo annezet takad Granada, abaoe amzer ar Geltibered d’an nebeutañ. Da vare ar Romaned e veze graet "Illiberis" anezhi. Aloubet e voe gant arme muzulmat Tariq ibn-Ziyad e 711. E 1013 e teuas rannvro Granada da vezañ ur rouantelezh diouti hec’h-unan, renet gant ur sultan, hag adalek 1228 e voe renet gant an tiegezh nasrid. Int eo a lakaas sevel palez an Alhambra.

D’an 2 a viz Genver 1492 e kodianas an emir Mohammed XII, lesanvet Boabdil, dirak arme ar rouaned katolik, Fernando Aragon hag Izabel Kastilha hag echu e voe neuze gant rouantelezh Granada a voe staget ouzh Spagn.

Da vare ar rouantelezh vuzulmat eo an Alhambra, liorzhoù ar Generalife ha karter an Albaicín hag a zo bet lakaet war Roll lec’hiennoù glad ar bed, abaoe 1984.

Tud brudetAozañ

Kêrioù gevelletAozañ

Gevellet eo Granada gant[1] :

NotennoùAozañ

  1. Ciudades hermanadas

Liammoù diavaezAozañ

Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.