Castel Sant'Angelo

mirdi Italia

Kastell Sant'Angelo (Castel Sant'Angelo en italianeg) zo ur monumant brudet e Roma. Meur a anv all en deus: Mole Adrianorum, pe Castellum Crescentii en X-XIIvet kantved), ha Mausoleo di Adriano.

Castel Sant'Angelo

War lez ar stêr Tevere emañ, dirak ar pons Aelius kozh, hiziv ponte Sant'Angelo, nepell diouzh ar Vatikan, e rione ar Borgo.

IstorAozañ

E 125 e tivizas an impalaer roman Hadrian sevel ur bez-meur war lez dehou an Tevere, p'emañ hini Augustus war al lez kleiz. Echuet e voe gant Antoninus en 139 ha lakaet e v oe ludu Hadrian e-barzh. Caracalla eo an impalaer diwezhañ a voe beziet eno.

Buan e teuas da vout ur c'hreñvlec'h. Ul lodenn eus ar voger aorelian e oa en 403. Pa deuas ar Got Witiges da arsailhat Roma en 537, e voe difennet ar c'h-castellum gant soudarded a daole delwennoù arem .

En 547, gant Totila, e teuas da vout ul lodenn eus ar framm-difenn a ziwalle al lez dehou. neuze e teuas ar c'harter dfa vout anvet Borgo.

 
Porzh ar c'hastell, kanolioù ha boledoù.


En amzer ar bibienAozañ

Dont a ra anv ar c'hastell eus ur vojenn skignet adal an IXvet kantved diwar-benn ur vosenn en amzer ar pab Gregor Iañ .

Bac'h ar bibienAozañ

Paol III a reas ur palez eus ar c'hreñvlec'h.

  1. National Gallery of Art