Tiber (stêr)

(Adkaset eus Tevere)


An Tiber (Tevere en italianeg) zo ur stêr italian zo hec'h eien er menez Fumaiolo, 1 268 m a uhelder, en Apenninoù Toskana. Treuziñ a ra bro Ombria en ur ober tro Perugia dre ar reter, ha dourañ a ra kêr Roma hag al Lazio a-raok en em deuler er mor Tirrenia dre un delta. Trede stêr hirañ Italia eo goude ar Po hag an Adige.

Tiber
Statud {{{14}}}
Hirder 405 km
Uhelder an eienenn 1 268 m
Kas keitat 230 m³/s
Gorread an diazad 17 375 km²
Bro(ioù) douret Italia
Diazad stêrioù
En em daol e Mor Tirrenia
Ledander er genoù
Andon {{{11}}}
Adstêrioù {{{12}}}

Hec'h adstêrioù pennañ a ya d'o ober ar Chiani, kresket gant ar Paglia a dremen dre Orvieto, an Nera a dremen dre Terni, hag an Aniene. Bras eo ar c'hementad gouezelennoù dilec'hiet dre an diazad ha mont a ra tre genoù ar stêr er mor eus 4 metr bep bloaz. Hiziv emañ dismantroù porzh roman kozh Ostia e-kreiz ar maezioù, pevar c'hilometr diouzh ar mor. Rannet eo ar blaenenn chaladurioù dre kêr-hañv Lido di Ostia er su hag an aerborzh Leonardo da Vinci en norzh.

 
Ar stêr Tiber o redek dindan ar pont Sant Angelo e Roma

Hervez hengounioù zo e teufe anv ar stêr - Tiberis e latin - eus anv un den heñvelanvet hag a vije bet beuzet enni. Koulskoude e hañval an anv bezañ kentoc'h a orin etruskek, dre ma'z eo o zachenn a vez treuzet gant ar stêr evit ar pep brasañ.

Kentañ pont a voe savet gant ar Romaned war an Tiber a voe pont Sublicius hag voe lakaet sevel, hervez ar vojenn, gant Ancus Martius, roue ar Sabined, evit aesaat an eskemmoù etre al Latined hag an Etrusked. E prenn e oa bet savet evit ma vije ken aes all d'e zivontañ betek-gouzout ez afe an darempredoù war washaat etre an div bobl.

Da vare ar vonarkiezh e oa eus an Tiber un harz naturel etre Roma hag Etruria. Da vare ar Republik roman en em stummas ur c'harter nevez "en tu all d'an Tiber" (en tu all eus kêr eta), anezhañ an Transtiberim (an Trastevere a-hiziv), poblet gant Yuzevien ha Sirianed dreist-holl. "Estren" e penn-kentañ, e voe staget an dachenn-se ouzh kêr dindan ren an impalaer Aogust.

Gwelet ivez

kemmañ