Etruskeg
An hini bouezusañ eus ar yezhoù tireniek e oa an etruskeg, komzet gwechall e Toskana e Italia da vare ar Republik roman. Aet eo da get goude aloubadeg diwezhañ ar Romaned e 350 kent Jezuz-Krist. Moarvat e oa kar d'ar reteg komzet en Alpoù ha d'al lemneg komzet en enez Lemnos, Gres. Ne intenter ket mat ar skridoù miret.
Etruskeg (*dianav) | |
---|---|
Henyezh | |
Perzhioù | |
Komzet e : | yezh varv |
Rannved : | Italia |
Komzet gant : | yezh varv |
Renkadur : | yezh varv |
Familh-yezh : | Yezhoù tireniek |
Statud ofisiel | |
Yezh ofisiel e : | - |
Akademiezh : | - |
Kodoù ar yezh | |
ISO 639-1 | - |
ISO 639-2 | |
ISO 639-3 | ett |
Kod SIL | ETT |
Sellit ivez ouzh ar pennad Yezh. |
Ober a rae an Etrusked gant un deveradenn eus al lizherenneg gresianek ar c'hornog o-doa amprestet digant trevadennoù gresian kreisteiz Italia,gant levezonoù eus ar fenikeg. Lennet e veze eus an tu dehou d'an tu kleiz pe en ur doare boustrofedon. Ne oa ket unvanet al lizherenneg etruskek. Pep keoded a dalvoudekae un eilstumm ispisial. An disheñvelderioù-se a c'hell diskouez ul liesder rannyezhel pe henvoazioù lennegel lec'hel. Gant ar lizherenneg etruskek e veze skrivet meur a yezh italian evel an oskeg pe al leponteg. Amprestet eo bet ivez, gant un nebeud kemmadennoù, gant ar Romaned hag orin ar lizherenneg latin a-vremañ eo bet.
Istor diavaez
kemmañDispis eo orin an Etrusked. Hervez Herodotes e vefent embroidi eus Bro-Lidia (e Turkia hiziv), deuet da Umbria da dec'hout un naonegezh (Istorioù, 21). Lodek gant e gredenn ne oa ket tout e gempredidi. Er Iañ kantved goude Jezuz Krist e remerkas (?) ne oa etruskeg heñvel ouzh yezh ebet arall. Eus an dra-mañ e tezastumas e oant henvroidi.
Klaskourien a-vremañ a zo disrannet a-zivout an dalc'h. Massimo Palotino hag an darn vrasañ eus ar glaskourien Italian a soñj e tiskenne an Etrusked eus ar poblañsoù a veve e Italia a-raok an divroadegoù indez-europek. Mennozh darn vuiañ an istorourien er-maez Italia eo e oa degaset ar yezh etruskek gant alouberien eus ar reter. Hervezo e c'hellfent bezañ liammet d'ar Pobloù eus ar Mor a waske aodoù reter ar Mor Kreizdouarel en XIIvet kantved kent Jezuz-Krist.
Unan eus ar yezhoù kentañ da vezañ skrivet e Italia e oa an etruskeg hag ul lennegezh pinvidik he-doa moarvat. He fouez a ya war ziskar goude aloubadeg Campania gant an Osked ha traoñienn ar Po gant ar Gelted. Goude ar IVe kantved kent Jezuz-Krist, Etruria a oa aloubet gant ar Romaned hag he yezh a oa erlec'hiet gant al latin. Ne gaver mui a enskrivadurioù etruskek goude ar c'hantved kentañ, zoken en hanternoz e-lec'h ma seblant bezañ treuzvevet ar yezh hiroc'h eget er ranvroioù arall. Goude ar poent-se eo gwirheñvel ne oa mui komzet etruskeg nemet gant kouerien.
An impalaer Klaodius (10 kent Jezuz Krist - 54) en doa skrivet ur geriadur hag ur yezhadur etruskek, ar pezh a ziskouez e oa c'hoazh komzet an etruskeg e derou ar c'hantved kentañ.
Istor diabarzh
kemmañN'anavezer ket mat a-walc'h an etruskeg da skrivañ un istor diabarzh gwir anezhi, met testennoù o doa treuzvevet a ziskouez ur rummad a gemmoù etre an enskrivadurioù koshañ hag ar skridoù diwezhatoc'h evel al liber linteus. Seblantout a ra en doa an etruskeg ur pouez-mouezh kreñv hag a oa kaoz da wanadur ar vogalennoù dibouezet evel e rasena a ya da rasna e testennoù eus penn ar Republik roman. Kavout a reer ivez ur ger-mell - ten pe tn - e-barzh skridoù diwezhatoc'h hag a zo diank en enskrivadurioù diaraok.
Renkadur
kemmañAn darn vrasañ eus ar glaskourien a soñj eo an etruskeg aparchant d'ur familh tireniek hag a endalc'hfe, e-kichen an etruskeg, ar reteg hag al lemneg. Ar C'hamuneg a zo staget outi gant yezhoniourien zo, met n'anavezer ket a-walc'h a-zivout ar yezh-se da vezañ sur. An hengipreg hag an hengreteg a c'hellfe bezañ izili ar familh-se
Liammoù etre ar yezhoù tireniek an indez-europeeg o-deus bet kinniget pa seblant un darn eus ar geriadur etruskeg kaout un orin indez-europek, pe tost ouzh an indez-europek. Hec'h yezhadur, avat, a zo disheñvel kenañ.
Fonologiezh
kemmañTra ma oa etruskeg skrivet en ur doare-skrid a gomprener ma a-walc'h ez eus kalz entremarioù c'hoazh diwar-benn e fonologiezh. Kenemglev ebet a zo a-zivout talvoudegezh al lizherennoù sunet (theta, phi ha chi). Gallout a rafent bezañ sunet evel e gresianeg pe talvezout kensonennoù-c'hwezh. Gallout a reont bezañ nemet eilstummoù al lizherennoù nann-sunet.
A-raok | Kreiz | A-dreñv | |
---|---|---|---|
Serr | i |
u | |
Damserr | e |
||
Digor | a |
Kensonennoù
kemmañDiweuz | Dent | Logigoù | Staon | Gouel | Tarzh | ||||
---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|
Dre Darzhañ | p [p] |
[pʰ] |
t, d [t] |
[tʰ] |
c, k, q [k] |
[kʰ] |
|||
Dre ruzañ | f [φ] |
s [s] |
[ʃ] |
h [h] | |||||
Afrikatek | z [ʦ] |
||||||||
Dre fri | m [m] |
n [n] |
|||||||
Dre fraoñval | l [l] |
r [r] |
|||||||
Dre-dostaat | v [w] |
i [j] |
Yezhadur
kemmañN'eo ket anavezet mat yezhadur an etruskeg. An darn vrasañ eus an destennoù a zo re verr ha n'int ket komprenet ar re hiroc'h. Gwelet eo mat e oa ur yezh genbegus an etruskeg.
An anv
kemmañDispleget e oa an anvioù etruskeg en ur stagañ lostgerioù outo, evel e turkeg pe e finneg.
clan: mab
Unander | Liester | |
---|---|---|
Tro-envel | clan | clenar |
Tro-c'henel | clens | clenarasi / cliniiaras |
Tro-reiñ | clensi | clenarasi / cliniiaras |
Tro-lec'hel | *clenthi |
Gerioù oc'h echuiñ gant l pe r a ra o tro-c'henel e us. Un nebeud gerioù o deus un tro-c'henel e al, se a zo:
- ar gerioù gwregel oc'h echuiñ gant i
- ar gerioù gourel oc'h echuiñ gant s
- ar gerioù gourel oc'h echuiñ gant ur gensonenn dre-zent
Ar raganv
kemmañN'anavezer nemet daou raganv personel e etruskeg :mi (me), mini e dro-damall ha an (eñv/hi) a ya da inpa ziskouez un dra divuhez.
Ar raganv-diskouez a zo ita/eta/ta pe ika/eca/ca a zo e zisplegadur :
Tro-envel | ita / eta / ta | ika / eca/ ca |
Tro-c'henel | itan /tn | can / cn / ecn |
Tro-lec'hel | calthi / eclthi /clth |
E testennoù diwezhatoc'h, evel al liber linteus, e ya ta / tn d'ur ger-mel.
Ar verb
kemmañAbalamour da natur an testennoù n'anavezer ket mat frammadur ar verb etruskeg.
- Trede gour an amzer a-vremañ a vez furmet gant ar wrizienn noazh : an tur : eñv a ro
- Trede gour an amzer dremenet a vez furmet dre stagañ -ce ouzh ar wrizien : turce : eñv a roas
- Gour kentañ an amzer dremenet-gouzañv a vez graet dre stagañ che ouzh ar wrizienn.
Testennoù
kemmañMiliadoù a destennoù en etruskeg a zo bet treuzkaset, met an darn vrasañ anezho a zo skort. Skridoù-bez ha gouestloù ez int dreist-holl. N'hon eus nemet un dornad a destennoù hir, gwirel pe relijiel o natur :
- Al liber linteus : ul lev relijiel skrivet war bandennoù-lin a oa bet rollet war-dro ur valzamedenn.
- An Tabula Capuana : un dablezenn kavet e Kapua
- An Tablezennoù Pyrgi : tablezennoù aour kavet e Pyrgi. Skrivet e oant en etruskeg hag e fenikianeg
- An Tabula Cortonensis : un dablezenn kavet e-kichen Kortona
- Ar Cippus Perusinus