Ur yezh semitek eus is-skourr ar yezhoù kananek eo ar fenikianeg (fenikianeg: dabarīm Pōnnīm/Kana'nīm, "komzoù fenikianek/kananek") komzet gwechall e Liban, Tunizia, Spagn, Malta, Sikilia ha meur a vro all. Ur yezh varv an hini eo, aet da get er VIIvet kantved. Skrivet e veze gant al lizherenneg fenikianek er c'hantvedoù kentañ ha gant al lizherenneg latin da c'houde dismantr Kartada e 146 kent JK.

Fenikianeg
(dabarīm Pōnnīm/Kana'nīm)
Perzhioù
Komzet e : Liban, Tunizia, Spagn, Malta, Sikilia, Sardigna, Korsika, Su Bro-C'hall
Rannved : en-dro d'ar Mor Kreizdouar
Komzet gant : yezh varv
Renkadur : yezh varv
Familh-yezh : Yezhoù afrez-aziatek

 Yezhoù semitek
  Semiteg ar c'hreiz-su
   Yezhoù kananek
    Fenikeg

Statud ofisiel
Yezh ofisiel e : -
Akademiezh : -
Kodoù ar yezh
ISO 639-1 -
ISO 639-2 phn
ISO 639-3
Kod SIL PHN
Sellit ivez ouzh ar pennad Yezh.

Ne anavezer ar fenikianeg nemet dre enskrivadurioù evel re arched Ahiram, re bez Kilamuwa, pe hini Yehawmilk e Biblos, ha dre un nebeud spisc'herioù a zo bet kavet a-wezhioù e levrioù skrivet e yezhoù all. Skrivagnerien roman evel Sallustus a veneg levrioù skrivet e fenikianeg, met n'eus deuet hini ebet betek ennomp nemet dindan stumm un droidigezh e vefe (skridoù Mago, da skouer) pe dindan stumm bommoù e pezhioù-c'hoari Plautus.

Levezonet h edeus ar yezh-se meur a yezh all deveret eus an arabeg (Sellet ouzh arabeg rannyezhel).

Skrivet e veze ar fenikianeg gant al lizherenneg fenikianek. Implijet ha kopiet eo bet gant pobladoù all ha diwanet eo e-giz-se al lizherenneg c'hresianek hag al lizherenneg arameek.

Gwelet ivez

kemmañ