Lizherenneg c'hresianek

Lizherenneg
c’hresianek
Α α Β β ϐ
Γ γ Δ δ
Ε ε ϵ Ζ ζ
Η η Θ θ ϑ
Ι ι Κ κ ϰ
Λ λ Μ μ
Ν ν Ξ ξ
Ο ο Π π ϖ
Ρ ρ ϱ Σ σ ς
Τ τ Υ υ
Φ φ ϕ Χ χ
Ψ ψ Ω ω
Lizherennoù
diamzeret
Ϝ ϝ Ϙ ϙ
Ϛ ϛ Ͳ ͳ
Ͱ ͱ Ϸ ϸ
Ϻ ϻ

Al lizherenneg implijet evit skrivañ ar gresianeg zo bet ijinet tro-dro an IXvet kantved kt JK. Hiziv e vez implijet atav evit skrivañ ar gresianeg modern, ha gant skiantoù evel ar matematik pe ar steredoniezh.

Araozañ e veze graet gant ur silabenneg anvet al linear B.

Deveret e vije bet eus un adstumm eus al lizherenneg semitek, bet degaset da C'hres gant marc'hadourion fenikian. N'eo ket boas al lizherenneg semitek da notenniñ ar vogalennoù, ar pezh zo ezhomm evit ar gresianeg evel evit an holl yezhoù indezeuropek. Azasaet eo bet al lizherenneg evit skrivañ ar gresianeg evel m'eo dleet. Evit se ez eus bet amprestet un nebeud arouezennoù fenikian diezhomm e gresianeg evit skrivañ ar vogalennoù. Diwar ar soñj-se eo bet aesaet kalz an treuzskrivañ ar yezhoù europat da-c'houde.

Setu taolenn al lizherenneg, gant distagadur al lizherennoù e henc'hresianeg hag e gresianeg a-vremañ. Implijet eo bet ar sistem SAMPA (etre //), hag an API ouzhpenn (etre []), m'emaint disheñvel.

Lizherenn Anv Distagadur kozh Distagadur modern Talvoud niverek Lizherenneg Semitek HTML
Α α Alpha /a/ pe /a:/ /a/ 1 Aleph (') /?/ α
Β β Beta /b/ /v/ 2 Beth /b/ β
Γ γ Gamma /g/ /j/ dirak /e/ ha /i/, a-hend-all /G/=[ɣ] 3 Gimel /g/ γ
Δ δ Delta /d/ /D/=[ð] 4 Daleth /d/ δ
Ε ε Epsilon /e/ 5 He (h) /h/ ε
Ζ ζ Zeta /zd/ pe /dz/ /z/ 7 Zain /dz/ ζ
Η η Eta /E:/=[ɛː] /i/ 8 Heth (h*) η
Θ θ Theta /t_h/=[tʰ] /T/=[θ] 9 Thet (t*) θ
Ι ι Iota /i/ pe /i:/ /i/ pe /j/ 10 Yodh (y) /j/ ι
Κ κ Kappa /k/ /k/ 20 Kaph /k/ κ
Λ λ Lambda /l/ /l/ 30 Lamed /l/ λ
Μ μ Mu /m/ /m/ 40 Mem /m/ μ
Ν ν Nu /n/ /n/ 50 Nun /n/ ν
Ξ ξ Xi /ks/ /ks/ 60 Samekh (s) ξ
Ο ο Omikron /o/ /o/ 70 Ain () ο
Π π Pi /p/ /p/ 80 Pe /p/ π
Ρ ρ Rho /r/ pe [r̥] /r/ 100 Resh /r/ ρ
Σ σ,ς Sigma /s/ /s/ 200 Shin (sh) /S/ σ
Τ τ Tau /t/ /t/ 300 Taw /t/ τ
Υ υ Upsilon /u/ ha goude /y/ pe /y:/ /i/ 400 deus Wau υ
Φ φ Phi /p_h/=[pʰ] /f/ 500 ? φ
Χ χ Khi /k_h/=[kʰ] /x/ 600 ? χ
Ψ ψ Psi /ps/ /ps/ 700 ? ψ
Ω ω Omega /O:/=[ɔː] /o/ 800 Ain () ω


Lizherenn Anv Distagadur kozh Distagadur modern Talvoud niverek Lizherenneg Semitek
Ϝ ϝ Fau /w/ (digamma, erlec'hiet gant daou gamma) 6 Waw (Vav) /w/
Ϛ ϛ Stigma /st/ 6 Waw (Vav) /w/
Ͱ ͱ Heta /h/ Heth (h*)
Ϻ ϻ San /ts/, /z/ Sade (s*) /ts/
Ϙ ϙ Qoppa /q/ 90 Qoph /q/
Ͳ ͳ Sampi /s:/, /ts/ 900 Sade (s*) /ts/
Ϸ ϸ Sho /ʃ/ Sade (s*) /ts/

Lamet eo bet kuit al lizherennoù Fau, San, Qoppa ha Sampi eus al lizherenneg a-raok mare ar gresianeg klasel. Pa ne oa ket eus al lizherennoù bihan pa oant c'hoazh en implij, n'eus ket bet savet lizherennoù bihan evite.

Gwelet ivez

kemmañ

Liammoù diavaez

kemmañ