Lizherenneg
c’hresianek
Α α Β β ϐ
Γ γ Δ δ
Ε ε ϵ Ζ ζ
Η η Θ θ ϑ
Ι ι Κ κ ϰ
Λ λ Μ μ
Ν ν Ξ ξ
Ο ο Π π ϖ
Ρ ρ ϱ Σ σ ς
Τ τ Υ υ
Φ φ ϕ Χ χ
Ψ ψ Ω ω
Lizherennoù
diamzeret
Ϝ ϝ Ϙ ϙ
Ϛ ϛ Ͳ ͳ
Ͱ ͱ Ϸ ϸ
Ϻ ϻ

Eil lizherenn warn-ugent al lizherenneg c’hresianek eo khi χί (Χ, χ) hag a dalvez 600 hervez ar sistem niverenniñ gresianek.

Distaget e vez LFE [kh] e gresianek klasel ha [χ] pe [ç] dirak [e] pe [i] e gresianeg a-vremañ.

Gwechall e veze implijet a-wezhioù e rannyezhoù gresianek zo evit skrivañ ar son [ks] e-lec’h ξ ha diwar an implij-se e savas al lizherenn latin X. Diorroet e oa bet ivez al lizherenn girillek X ([χ] ) diwar al lizherenn c'hresianek-mañ.


Implijoù all

kemmañ

Implijet e vez al lizherenn vras X evel diverradur anv Jezuz-Krist dre ma klot gant pennlizherenn ar ger gresianek Χριστός “Krist”.

Gwelet ivez

kemmañ


  Porched ar yezhoù hag ar skriturioù
Adkavit pennadoù Wikipedia a denn d'ar yezhoù.