Lizherenneg
c’hresianek
Α α Β β ϐ
Γ γ Δ δ
Ε ε ϵ Ζ ζ
Η η Θ θ ϑ
Ι ι Κ κ ϰ
Λ λ Μ μ
Ν ν Ξ ξ
Ο ο Π π ϖ
Ρ ρ ϱ Σ σ ς
Τ τ Υ υ
Φ φ ϕ Χ χ
Ψ ψ Ω ω
Lizherennoù
diamzeret
Ϝ ϝ Ϙ ϙ
Ϛ ϛ Ͳ ͳ
Ͱ ͱ Ϸ ϸ
Ϻ ϻ

Trede lizherenn al lizherenneg c’hresianek eo gamma γάμμα (Γ, γ) hag a dalvez 3 hervez ar reizhiad niverenniñ c'hresianek.

Distaget e vez [g] e gresianeg klasel ha [γ] pe [ʝ] dirak [i] pe [ε] e gresianeg a-vremañ.

Diorroet e oa bet diwar patrom al lizherenn fenisek gimel Aleph. War-lerc'h e oa bet diorroet ivez al lizherenn girillek Г ([g]) diwar al lizherenn c'hresianek-mañ d'he zro.

Implijoù all

kemmañ

Alies ez implijer Γ, γ da aroueziañ un argemmenn er skiantoù (fizik ha matematik dreist-holl).
Sterioù arbennik zo d'al lizherenn war lod tachennoù-labour.

 

m'emañ Vout kreñvder pep pik liv a weler, A un arstalenn ha Vin kreñvder pep pik evel ma teu er-maez eus an ardivink video.

Pennlizherenn

kemmañ

Gant ar bennlizherenn Γ ez arouezier :

  • Ar gevreizhenn Gamma e matematik.
  • An dasparzh Gamma er feurjediñ hag er jediñ tebegennoù.
  • Arouez Christoffel en arlakadurezh Relativelezh hollek Albert Einstein.
  • Feur an disvannadur en ijinerezh an tredan.
  • Ledander ul linenn e skalfad tredanwarellek un atom, a zo liammet gant gremm e dolz.

Stumm bihan

kemmañ

Gant al lizherenn vihan γ ez arouezier :

  • Arstalenn Euler-Mascheroni e matematik.
  • Muzul arvar ar merañ e matematik ar c'hellid.
  • Ar foton, a zo ur rannig-diazez e fizik.
  • Ar skinoù Gamma er fizik hag er steredoniezh.
  • Parenn Lorentz er relativelezh hollek hag er steredoniezh.
  • Feuriader disgwrezel (i. e. adiabatek) ur gaz e fizik ; Al lizherenn κ kappa (lizherenn) a vez arveret ivez.
  • Arstalenn treled ur wagenn dredanwarellek en ijinerezh an tredan hag en dredanwarellouriezh.
  • An trede steredenn skedusañ en ur steredeg.

Gwelet ivez

kemmañ

Daveennoù

kemmañ


  Porched ar yezhoù hag ar skriturioù
Adkavit pennadoù Wikipedia a denn d'ar yezhoù.