SAMPA
Ar sistem SAMPA (Speech Assessment Methods Phonetic Alphabet) a zo ur skritur fonetik diazezet war al Lizherenneg fonetik etrebroadel (API), kempoell gantañ, mes oc'h ober hepken gant an arouezennoù 7-bit an ASCII.
Akomod e vez evit merkañ fonetik ar yezhoù gant un urzhiataer en ur chom sur e vo diskouezet hep koll da nep lenner (pa chom an API diaes da implijout hiziv c'hoazh, na gant Unicode).