Vogalenn a-dreñv
Gwelit ivez: LFE, Kensonennoù
Ront eo ar vogalennoù a-zehoù e pep par
Er yezhoniezh e vez implijet an termen vogalenn a-dreñv (saoz.: back vowel) war dachenn ar fonetik hag ar fonologiezh evit komz eus ur vogalenn ma vez lec'hiet an teod ar pellañ ar gwellañ diouzh penn a-raok ar genoù, da lâret eo davet an staon.
Setu ar vogalennoù digor gant bep o arouezenn hervez reolennoù treuzskrivañ al lizherenneg fonetikel etrebroadel:
- vogalenn serr a-dreñv nann-ront [ɯ], d.s. viet. tư ([tɯ̄]; "pevare")
- vogalenn serr a-dreñv ront [u], d.s. bzh. toull
- vogalenn damserr a-dreñv nann-ront [ɤ], d.s. sinaeg mandarinek 喝 hē ([xɤ˥]; "evañ")
- vogalenn damserr a-dreñv ront [o], d.s. bzh. loked
- vogalenn damzigor a-dreñv nann-ront [ʌ], d.s. kor. 벌 ([pʌl]; "kastiz")
- vogalenn damzigor a-dreñv ront [ɔ], d.s. bzh. k'ollet
- vogalenn digor a-dreñv nann-ront [ɑ], d.s. gall. pâte ("toaz")
- vogalenn digor a-dreñv ront [ɒ], d.s. hung. magyar ([mɒɟɒr]; "hungareg")