An Apenninoù (Appennini en italianeg) zo un aradennad venezioù en Italia hag a ya meur a aradennad vihan ha kenstur d’he ober, war 1 200 km, a-hed al ledenez italian. Er gwalarn e tapont Alpoù Liguria, hag er su e echuont e-kichen kêr Reggio di Calabria, e beg al ledenez. Betek 250 km d’ar muiañ ha 30 km d’an nebeutañ eo ledander an aradennad-se. Stummañ a ra an Apenninoù un doare gwareg hag a zisparti arvor Mor Liguria ha Mor Tirrenia diouzh ar peurrest eus Italia.

Kartenn eus an Apenninoù, gant an teir lodenn
An Apenninoù kreiz, en Abruzzo

Boas eur da rannañ an Apenninoù e teir lodenn : al lodenn norzh (Appennino settentrionale en italianeg), al lodenn greiz (Appennino centrale) hag al lodenn su (Appennino meridionale). Muioc'h-mui e reer Appennino siculo ivez eus ar menezioù a zo e hanternoz Sikilia, da-heul Apenninoù Calabria.

En Apenninoù kreiz emañ ar gern uhelañ, anvet Corno Grande (2 912 metr), e menezieg ar Gran Sasso, er rannvro Abruzzo.

Pennad kar kemmañ


 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.