An Apennins a oa un departamant gall e gwalarn Italia, da vare an diktatour Napoléon Bonaparte. Chiavari e oa ar pennlec'h.

An departamantoù gall en Italia dindan Napoleon, e 1811
Skoed Chiavari en amzer an Impalaeriezh c'hall

Dont a ra an anv eus ar menezioù Apenninoù, a zo Apennins e galleg.

Savet e oa bet e 1805 pa voe staget stad kozh Republik Genova, anvet neuze Republik Ligur, ouzh Bro-C'hall.

E 1812 e oa rannet e 3 arondisamant:

Diskar

kemmañ

Diskaret e voe evel an departamantoù gall all war-lerc'h faezhidigezh Napoleone Buonaparte e 1814.

Klasket e voe adsevel ar Republik Ligur, met e Kendalc'h Vienna, e 1815, e voe roet douaroù Republik Genova da Rouantelezh Sardigna.

Emañ an douaroù-se e proviñsoù Genova, La Spezia, Massa Carrara e Parma.