Napoleon I

penn-ar-stad Bro-c'hall
(Adkaset eus Napoléon Bonaparte)

Nuvola apps kworldclock.svg Setu ur pennad diechu hag a denn d'an istor. Gallout a rit reiñ un tamm skoazell, ha kreskiñ ar pennad: krogit e-barzh. Mar karfec'h reiñ hoc'h ali ha netra ken, grit 'ta e pajenn ar gaozeadenn.

Napoléon Bonaparte, ganet Napoleone Buonaparte

Napoleon[1] (Napoleone (di) Buonaparte hervez ar stumm italianek orin, Napulione Buonaparte e korseg, Napoléon Bonaparte hervez ar stumm gallekaet), a oa bet ganet d'ar 15 a viz Eost 1769 en Aiacciu (Korsika), marvet d'ar 5 a viz Mae 1821 en harlu e Santez-Elena.

Kuitaat a reas Korsika da vont da soudard en arme c'hall. Buan e teuas da vezañ jeneral, ha neuze politikour ha den a stad, ha war-lerc'h impalaer gall. Brezeliñ a reas e Europa a-bezh araok bezañ trec'het e Waterloo e 1815 ha kaset d'an harlu en enezenn Sant Helena gant ar Saozon.

E vuhezAozañ

Pevarvet bugel Carlo Buonaparte, 23 bloaz, ha Maria Letizia Ramolino, 19 vloaz, e oa. E dad a oa alvokad, ha tammoù douaroù dezhañ.

Tad, mamm ha bugaleAozañ

Bet e oa an tad o stourm gant Pasquale Paoli.Met pa voe diskaret ar Republik kors e Ponte-Novo d'an 9 a viz Mae 1769 ha pa voe aet Paoli d'an harlu da Vro-Saoz ez eas a-du gant ar C'hallaoued. Peste dor lez d'ar gouarnour gall, kont Marbeuf, a orin breizhat, evit sachañ digantañ kargoù, dre ma oa an dud o kreskiñ buan en ti, ha bihan gounit an douaroù. Hervez an teodoù fall eo ar gouarnour a vije bet tad naturel Napoleon.

Diwar an 12 bugel he doe Letizia e chomas 8 en buhez:

Gallekaet e voe an holl anvioù-se da c'houde, evit abegoù politikel pe sevenadurel, pe dre ma ne blijent d'ar merc'hed.

 
Napoleone Buonaparte war varc'h, kuitaet gantañ Moskva e penn e arme e 1812, livet gant Jean-Louis-Ernest Meissonier.

Taol-stad an 18 a viz ar Vrumenn bloavezh VIIIAozañ

Taol-stad an 18 a viz ar Vrumenn bloavezh VIII (9 a viz Du 1799) sevenet gant Napoleon Bonaparte hag e harperien a vezo ar c'hentañ pazenn o reiñ lañs da Bonaparte e bed ar bolitikerezh.

Ren ar C'hoñsulAozañ

Ren ar C'hoñsul a vez graet eus un aozadur bolitikel ganet dre Taol-stad an 18 a viz ar Vrumenn‎. Kemer a ra plas gouarnamant ar Bodad-ren (1795-1799). Bonreizh ar bloavezh VIII a laka war wel un doare ren aotrounieg en e benn 3 koñsul met en gwirionez unan nemetken Napoleon Bonaparte hag a zeuio da vezañ koñsul difin e 1802.

Ren ar C'hoñsul a bado betek an 28 a viz ar Bleuñv bloavezh XII (18 a viz Mae 1804), deiziad fin ar Republik c'hall ha diskleriadur ar c'hentañ impalaeriezh.

Impalaer ar C'hallaouedAozañ

Impalaeriezh C'hall Kentañ a vez graet eus ar renad-nevez-se. Kalz iriennoù a oa savet evit muntrañ Bonapart. Ur splet e oa evitañ evit staliañ ur renad impalerel diwar skouer Henroma..

HarluAozañ

E 1815 e voe harluet da Saint Helena. C'hwec'h vloaz a vevas eno ha mervel a reas e 1821.

Tud levezonet gantañ pe anvet diwarnañAozañ

  • ar marichal Mic'hail Toukhatchevski, marichal soviedel lesanvet « ar Bonapart ruz », enullet gant Stalin e 1937 e-pad ar Spurjadennoù Bras,
  • awenet ha bamet zoken e oa Adolf Hitler gant an impalaer hag e « oberenn », da skouer ar brefeded. Pa'z eas da Bariz d'an 23 a viz Even 1940 e voe un dudi dezhañ gwelout e gwir ar gêr muiañ-karet[2]. Mont a reas d'an "Invalides" da stouiñ ha prederiañ dirak bez Buonaparte e-pad hir a vunutennoù. Disklêriañ a reas goude e voe « brasañ ha kaerañ koulz e vuhez ». Divizout a reas ur prantad goude, e miz Kerzu 1940, lakaat relegoù mab an impalaer, an « Aiglon », treuzlec'hiet eus Vienna da Bariz evit lidañ 100 bloaz advroadur bez an tad da Vro-C'hall[3],
  • kopiet en deus Jean-Bedel Bokassa lid-sakradurezh Napoleone Buonaparte evit e sakradurezh dezhañ evel impalaer e 1977 e Bangui, kêr-benn ar Republik Kreizafrikan. Paeet e voe al lid cheuc'h-se gant Bro-C'hall [4],
  • Abdul Razak Baginda, ur c'huzulier politikel estlammer da Napoleon Bonaparte, zo bet e kreiz un afer trafikerezh armoù etre Malaysia ha Bro-C'hall : afer Altantuyaa,

EnorioùAozañ

  • Diazezadur Napoléon, ur gevredigezh c'hall disklêriet a dalvoudegezh foran e 1986
  • adanvet oa Mirdi al Louvre "Mirdi Napoléon" e 1803
  • Napoléonville, un anv roet da Bondivi gant ar melestradurezh gall dindan Napoleon I ha Napoleon III
  • ur gêriadenn eo ivez e Louiziana
  • Napoléon zo ur gomedienn war gan gant Serge Lama
  • Napoleon zo ur pezh monei aour gall
  • meur a film ha lestr zo bet anvet Napoléon

Bonaparte el lennegezhAozañ

Gwelout ivezAozañ

Liammoù diavaezAozañ

Notennoù ha daveennoùAozañ

  1. Roparz Hemon, Nouveau dictionnaire breton-français, p. 593.
  2. Gweladenn Hitler e Pariz, pennad-skrid gant Le Parisien, 13 a viz Gwengolo 2014.
  3. « Le saviez-vous ? En 1940, Hitler a fait rapatrier les restes du fils de Napoléon aux Invalides », abadenn skingomz Au coeur de l'Histoire, Europe 1, 4 a viz Even 2020.
  4. abadenn skingomz Rendez-vous avec X : « La Centrafrique ou la Françafrique? (1/2) », France Inter, 1 a viz Kerzu 2007.