Kaozeal:Napoleon Iañ

Evezhiadenn diwezhañ: 16 vloaz zo gant Bianchi-Bihan

Ne vefe ket gwelloc'h envel ar pennad Napoléon Bonaparte. Ne seblant ket bezañ neptu kenañ Napoleon Iañ. E katalaneg hag e euskareg e vez graet gant Napoléon Bonaparte. E galleg hag er yezhoù bras all e vez graet Napoléon Iañ. War e seblant ar Gatalaned hag an Euskared en deus soñj gwelloc'h o istor egedomp. --Arko 20 Her 2008 da 08:56 (UTC)Respont

Meur a dra zo, da'm soñj : daoust hag ober a reer gant e anv leun pe gant e ditl a impalaer ? daoust hag ober a reer gant ur stumm gallek, gant ur stumm brezhonekaet pe c'hoazh gant ur stumm korsek? Er Wikipedia-où all e kaver dibaboù a bep seurt. E yezhoù zo e reer gant an titl "Napoleon Iañ" : e galleg fr:Napoléon Ier, e saozneg en:Napoleon I of France, e kembraeg cy:Napoleon I, ymerawdwr Ffrainc. E yezhoù all (niverusoc'h) e reer gant e anv leun (NB), en ur stumm azasaet ouzh ar yezh alies, evel e katalaneg ca:Napoleó Bonaparte pe e spagnoleg es:Napoleón Bonaparte, pe neuze gant ar stumm gallek : ga:Napoléon Bonaparte en iwerzhoneg. Er Wikipedia brezhonek, betek-henn, ez eo Napoleon Iañ titl ar pennad. El levr "Istor Breizh", gant Elegoet, e reer anezhañ "Bonaparte" (a-raok na vije impalaer) ha "Napoleon" (goude). Ret e vije klask e skridoù brezhonek all ivez. --Llydawr 20 Her 2008 da 16:29 (UTC)Respont
Hervez an istor eo Napoleone Buonaparte e anv. Erruet e Bro-C'hall o deus kemmet o anv, da ziskouez e oant Gallaoued. Evel Gallaoued ma'z omp e c'hallomp ober evelto. Evel meur a Europead all en amzer-se em eus-me diegi oc'h ober.
Ma n'eo ket neptu ar pennad e c'haller kaozeal eus pezh n'eo ket neptu. Bianchi-Bihan 20 Her 2008 da 17:40 (UTC)Respont
Distreiñ d'ar bajenn "Napoleon Iañ".