Rouantelezh Italia (1805-1814)
Rouantelezh Italia (Regno d'Italia pe Regno Italico en italianeg ) a vez lavaret eus ar renad etre 1805 ha 1814 en hanternoz Italia, krouet gant Napoleone Buonaparte evitañ.
Istor
kemmañNapoleone Buonaparte, goude bout anvet da Impalaer ar C'hallaoued ha kurunennet gant ar pab e Pariz e 1804, a droas Republik Italia en Rouantelezh Italia, hag a gemeras an anv a Roue Italia e 1805. Milano e oa ar gêrbenn.
Eugène de Beauharnais, mab da Joséphine de Beauharnais, pried Napoleone anezhi, a voe anvet da vesroue Italia. D'ar 17 a viz Meurzh 1805 e voe krouet Rouantelezh Italia. D'ar 26 a viz Mae e voe kurunennet Napoleon e Milano, en « Duomo » .
E lezvab Eugène de Beauharnais, mab d'e wreg Joséphine de Beauharnais, dre m'en doa Napoleon fiziañs ennañ, a voe anvet da vesroue Italia d'ar 7 a viz Gouhere 1805.
Er c'hreisteiz, e voe roet broioù Massa, Carrara ha Garfagnana da priñselezh Lucca ha Piombino, ha lakaet ar priñs Felice Baciocchi en he fenn, dre ma oa dimezet da Elisa Buonaparte, c'hoar an impalaer.
Rouantelezh Italia (1807)
kemmañPennañ kefridi rouantelezh Italia e oa degas soudarded d'an Arme napoleonian, ha dreist-holl e-pad troiad-vrezel Rusia e 1812 ma oa Eugène de Beauharnais e penn ar soudarded italian.
Departamantoù
kemmañSavet e voe 24 a zepartamantoù er rouantelezh nevez evel en Impalaeriezh c'hall.
E 1806 e voe rannet ar rouantelezh nevez e c'hwec'h rann-arme diazezet e kêrioù a Milano, Brescia, Mantova, Ancona, Venezia ha Bologna.
C'hoarvezout a reas ar rouantelezh-mañ eus diskar ar Republik Sizalpin (Repubblica cisalpina, a c'hoarveze eus kendeuz div republik: Republik Sispadania (Repubblica cispadana) gant Republik Transpadania ) hag ar Republik Italian[1]berrbad, pa ne badas nemet eus 1802 betek 1805. Kemmet e voe harzoù ar rouantelezh meur a wech, ken e tegouezhent betek Cattaro (e Montenegro) a-benn 1810.
A-benn 1812 e oa 24 departamant.
- Adda, pennlec'h : Sondrio
- Adige, pennlec'h : Verona
- Adriatique (Adriatica), pennlec'h : Venezia
- Agogna, pennlec'h : Novara
- Haut-Adige (Alto Adige), pennlec'h : Trento
- Haut-Pô (Alto Po), pennlec'h : Cremona
- Bacchiglione, pennlec'h : Vicenza
- Bas-Pô (Basso Po), pennlec'h : Ferrara
- Brenta, pennlec'h : Padova
- Crostolo, pennlec'h : Reggio Emilia
- Istria, pennlec'h : Trieste
- Lario, pennlec'h : Como
- Mella, pennlec'h : Brescia
- Métaure (Metauro), pennlec'h : Ancona
- Mincio, pennlec'h : Mantova
- Musone, pennlec'h : Macerata
- Olona, pennlec'h : Milano
- Panaro, pennlec'h : Modena
- Passariano, pennlec'h : Udine
- Piave, pennlec'h : Belluno
- Reno, pennlec'h : Bologna
- Rubicon (Rubicone), pennlec'h : Forlì
- Serio, pennlec'h : Bergamo
- Tagliamento, pennlec'h : Treviso
- Tronto, pennlec'h : Fermo