Priñselezh Lucca ha Piombino

Priñselezh Lucca ha Piombino a oa bet krouet en Italia gant Napoleone Buonaparte evit he c'hoar Maria Anna Buonaparte, anavezet ivez evel Elisa, hag he fried ar jeneral kors Felice Baciocchi (1762-1841).

 
Félix Baciocchi, a-drek e bried Elisa, war ur pezh moneiz.
 
Lucca ha Piombino, a bep tu da Rouantelezh Etruria.

Lucca a oa ur republik, republik Lucca. En 1805 e voe aloubet ar republik gant arme c'hall an impalaer Napoleone Buonaparte, ha hennezh a lakaas e c'hoar Elisa Bonaparte da briñsez eno a-raok stagañ outi priñselezh Piombino d'ober Priñselezh Lucca ha Piombino. En 1815, pa gouezhas impalaeriezh Napoleon, e voe roet an dugelezh da Marie-Louise Etruria ha staget ouzh dugelezh-veur Toskana en 1847.