Republik Lucca
Republik Lucca (latin : Respublica Lucensis; italianeg : Serenissima Repubblica Lucense) a oa ur republik dizalc'h e Toskana, en Italia, ha kêr Lucca e oa ar gêr-benn anezhi.
Istor
kemmañGoude marv Matilda Toskana e 1115 e teuas Lucca da vezañ ur gumun dizalc'h.
Padout a reas eus 1160 betek 1805, war-bouez mareadoù ma voe aloubet gant Firenze ha Pisa er XIVvet kantved. En 1799 e voe dalc'het gant Bro-C'hall, ha goude Aostria, a-raok distro ar C'hallaoued en 1801.
En 1805 e voe troet ar republik e priñselezh gant Napoleone Buonaparte ha staget ouzh priñselezh Piombino d'ober priñselezh Lucca ha Piombino da lakaat he c'hoar Elisa Buonaparte da briñsez.
En 1815 e voe graet dugelezh Lucca ha roet da Marie-Louise Etruria ha staget e 1847 ouzh dugelezh-veur Toskana.