Saint Helena (enezenn)
Saint Helena (distagañ /ˌseɪnt həˈliːnə/ e saozneg), pe Santez-Helena, anvet diwar santez Helena Konstantinopolis, zo un enezenn eus Su ar Meurvor Atlantel, dalc'het gant Breizh-Veur. Jamestown eo ar gêr-benn anezhi. Bodet eo Saint Helena gant Enez-Ascension ha Tristan da Cunha en hevelep tiriad dindan an hevelep gouarnour, d'ober tiriad tramor Saint Helena, Ascension ha Tristan da Cunha. Brudet eo Saint Helena peogwir eo eno e voe prizoniet an impalaer Napoleone Buonaparte e 1815, war-lerc'h emgann Waterloo, hag eno e varvas e 1821.
Deiziad krouiñ | 1659 |
---|---|
Anv berr | 🇸🇭 |
Anvet diwar | Flavia Iulia Helena |
Anv annezidi | Saint Helenians, Saints |
Yezh ofisiel | saozneg |
Kan broadel | God Save the King |
Kevandir | Afrika |
Stad | Rouantelezh-Unanet, Saint Helena, Ascension ha Tristan da Cunha |
Kêr-benn | Jamestown |
E tiriad | Saint Helena, Ascension ha Tristan da Cunha |
Gwerzhid-eur | UTC±00:00, Atlantic/St_Helena |
War ribl | Meurvor Atlantel ar Su |
Lec'hiadur | Saint Helena, Ascension ha Tristan da Cunha |
Daveennoù douaroniel | 15°57′0″S 5°43′0″W |
Poent uhelañ | Diana's Peak |
Lowest point | Meurvor Atlantel |
Moneiz | Saint Helena pound |
Mare ma oa dizoloet pe ijinet | 1502 |
Statud gladel | Tentative World Heritage Site |
Lec'hienn ofisiel | https://www.sainthelena.gov.sh/ |
Domani internet | .sh |
Banniel (deskrivadur) | flag of Saint Helena |
Douaroniezh an danvez | geography of Saint Helena |
World Heritage criteria | (x) |
Ekonomiezh an danvez | economy of Saint Helena |
Poblañsouriezh an danvez | demographics of Saint Helena |
Araogenn bellgomz ar vro | +290 |
Maritime identification digits | 665 |
Arouezenn Unicode | 🇸🇭 |
Napoleon e St. Helena |
Dizoloet e oa bet an enezenn didud-mañ e 1502 gant Portugaliz, p'emañ an enez etre Angola ha Brazil.
An eil goshañ trevadenn saoz e vije, unan eus an digenvesañ inizi er bed eo sur. Ur mare zo bet ma oa ul lec'h a bouez evit al listri ac'h ae eus Europa da Azia, pe da Suafrika.
Pellamzer e oa ul lec'h harlu evit prizonidi bolitikel ar Saozon. Ouzhpenn Napoleone Buonaparte ez eu bet tud evel Dinuzulu kaCetshwayo ha tremen 5 000 Boer.
Gwelet ivez
kemmañ