Ascension
Enez Ascension (Ascension Island e saozneg) a zo un enezenn er Meurvor Atlantel ar Su, war-dro 1 600 km diouzh aodoù Afrika ha 2 250 km diouzh aodoù Amerika ar Su, hag ivez unan eus an teir lodenn, kevatal o galloud, hag a ya d'ober Tiriad tramor Saint Helena, Ascension ha Tristan da Cunha e dalc'h ar Rouantelezh-Unanet.
Ascension
Anvet diwar | Yaou-Bask ![]() |
---|---|
Kevandir | Afrika ![]() |
Stad | realm of the United Kingdom ![]() |
E tiriad | Ascension ![]() |
Gwerzhid-eur | UTC±00:00 ![]() |
War ribl | Meurvor Atlantel ![]() |
Daveennoù douaroniel | 7°57′0″S 14°21′0″W ![]() |
Lowest point | Meurvor Atlantel ![]() |
Tu bleniañ | kleiz ![]() |
Mare ma oa dizoloet pe ijinet | 1501 ![]() |
Kod-post | ASCN 1ZZ ![]() |
Maritime identification digits | 608 ![]() |
Arouezenn Unicode | 🇦🇨 ![]() |
Rummad evit ar c'hartennoù | Category:Maps of Ascension Island ![]() |


Emañ Ascension 1 300 km er gwalarn da Saint Helena enezenn bennañ an tiriad. Georgetown eo anv ar gêr-benn, ha war-dro 880 den en holl a zo o vevañ war an enez a zo 88 km² dindani. Anvet eo Ascencion dre ma oa bet kavet deiz Yaou-Bask pe "Asañsion" e 1503 gant ar merdead portugalat Alfonso de Albuquerque.
![]() |
![]() |