Emañ Ascension (“Ascension Island” e saozneg) e Su ar Meurvor Atlantel, evel Santez-Helena, an div enezenn o vezañ tiriadoù tramor ar Rouantelezh Unanet.

Timbr Santez-Elen soulgarget evit Ascension
"The Pier" 1938

Adalek an 3 a viz Meurzh 1867 e veze implijet timbroù ar Rouantelezh-Unanet war c’holoennoù-lizher Ascension, betek 1922 pa zeu an enezenn dindan aotrouniezh velestradurel Santez-Helena.

D’an 2 a viz Du 1922 e vez lakaet e gwerzh nav zimbr Santez-Helena soulgarget gant anv ASCENSION.

E 1924 e vez embannet ur rummad timbroù boutin gant skeudenn ur vag pe lec'hiennoù heverk an enezenn ha poltred ar Roue George V, heuliet gant un eil e 1934 bravoc’h ha liesoc’h an danvez dezhañ : gweledvaoù an enezenn ha kartenn ar vro.

Adembannet e vez ar rummad e 1938 nemet poltred ar Roue George VI an hini eo a zo engravet e lec’h hini e dad.

Goloenn postet da vare donedigezh Dug Dinedin e 1957

Ur rummad a 13 timbr, heñvel a-walc’h o stumm ouzh ar re kent nemet bihanoc’h, a vo embannet e 1956. Skeudenniñ a reont loened an enez, buhez ar vro ha kartennoù. Ret eo gortoz 1963 evit gwelet ur rummad nevez 14 timbr gouestlet d’an evned.

Fur eo melestradurezh ar postoù er bloavezhioù 1990 oc’h embann 5 pe 6 rummad a bevar pe bemp timbr pep hini, evit un implij war an enez koulz hag evit degas moneiz da ekonomiezh an tiriad. Ur bochad timbroù zo gouestlet d’an natur (loened ha plantennoù), d’ar Rouanez Elizabeth II ha d’he familh, hep disoñjal ur rummad evit Nedeleg bep bloaz.

Gwelet ivez kemmañ

Liammoù diavaez kemmañ

  • Lec’hienn ar velestradurezh : Mont di
  • Postel : PostOffice@atlantis.co.ac
  • Chomlec’h : Ascension Island Post Office,

Georgetown, Ascension Island, South Atlantic Ocean ASCN 1ZZ