Ren ar Gonsuled

(Adkaset eus Ren ar C'hoñsul)

Ren ar Gonsuled eo an anv a vez graet eus an aozadur politikel a voe savet e Bro-C'hall goude Taol-stad an 18 a viz ar Vrumenn, e bloavezh VIII ar C'hentañ Republik c'hall, kaset da benn gant ar jeneral Napoleone Buonaparte. Diskaret e voe gouarnamant ar Bodad-ren a oa padet pevar bloaz (1795-1799) da lakaat ur gouarnamant nevez en e sav, gant ur vonreizh nevez, hini ar bloavezh VIII, a roe ar galloud da dri c'honsul, Jean-Jacques-Régis de Cambacérès, Napoleone Buonaparte, Charles-François Lebrun. Daoust da se ne oa nemet unan er penn en gwirionez, Napoleone Buonaparte, hag a deuas da vezañ konsul buhez-pad e 1802.

Konsulad
bro istorel, regime
Deiziad krouiñ9 Du 1799 Kemmañ
PrezidantNapoleon Iañ Kemmañ
KevandirEuropa Kemmañ
StadFrañs, Kentañ Republik c'hall Kemmañ
Office held by head of stateconsul, First Consul Kemmañ
Sez sokialTuileries Palace Kemmañ
Raklec'hiet gantBodad-ren Kemmañ
Heuliet gantImpalaeriezh C'hall Kentañ Kemmañ
Deiziad divodañ18 Mae 1804 Kemmañ
An tri c'honsul Cambacérès, Buonaparte ha Lebrun

Gant Taol-stad an 18 a viz ar Vrumenn ha staliañ ar gouarnamant nevez-se eo merket fin an Dispac'h gall. Gant marevezh ar Gonsuled e teuas adreizh ar frammoù politikel, ekonomikel ha milourel ar vro a oa bet degaset gant an Dispac'h abaoe fin ar Renad kozh.

Ren ar Gonsuled a badas betek an 28 a viz ar Bleuñv eus bloavezh XII (18 a viz Mae 1804), pa voe embannet fin ar Republik c'hall ha disklêriet an Impalaeriezh c'hall kentañ.

Ar bodad konsuled da c'hortoz

kemmañ

Goude Taol-stad an 18 a viz ar Vrumenn‎ ar bloavezh VIII (9 a viz Du 1799) e voe savet ur Bodad konsuled da c'hortoz, gant Napoleone Buonaparte, Emmanuel-Joseph Sieyès ha Roger Ducos.

Ur vonreizh nevez a voe savet hag embannet d'ar 4 a viz an Erc'h eus ar bloavezh VIII (26 a viz Kerzu 1799).

Mennozhioù Sieyès eo a zo diazez an holl oberennoù sevenet. Goude bloavezhioù brall-divrall ar Bodad-ren e klasked kaout ur galloud-oberiañ kreñv evit aesaat mont en-dro gouarnamant ar vro.

Bodadegoù e-leizh a voe etre miz Gwengolo ha penn kentañ miz Kerzu, Napoleone Buonaparte a glaske reiñ nerzh evit mont buan gant an adreizhadennoù.

Levrlennadur

kemmañ
  • Jacques-Olivier Boudon, Histoire du Consulat et de l'Empire, Perrin, Paris, 2003.
  • Thierry Lentz, Le Grand Consulat, Fayard, Paris, 1999.
  • Jean Tulard, Dictionnaire Napoléon, Fayard, Paris, 1999.