9
bloavezh
Bloavezhioù: 6 - 7 - 8 - 9 - 10 - 11 - 12 | |
Dekvedoù: -20 -10 - Bloavezhioù 0 - 10 20 | |
Kantvedoù: Iañ kantved kt JK - Iañ kantved - Eil kantved | |
Milvedoù: Iañ milved kt JK - Iañ milved - Eil milved |
Diwar-benn bloaz 9 an deiziadur juluan eo ar bajenn-mañ | |
Evit ar bloaz -9, gwelet ar bajenn : | -9 |
Evit an niver 9, gwelet ar bajenn : | 9 (niver) |
762 AUC (Ab Urbe Condita = goude diazez Kêr-Roma) = 9 goude ganedigezh J.-K.
Skiantoù an denAozañ
- Istor : Echuet an Istorioù fulupek gant ar galian Trog Pompeia, anezho ar skridoù latin kentañ o tezrevelliñ istor ar bed.
DarvoudoùAozañ
Politikerezh, gwir ha kevredigezhAozañ
Impalaeriezh romanAozañ
- Impalaer : Aogust (Caius Julius Caesar Octavianus),
- Koñsuled : Gaius Poppaeus Sabinus, Quintus Sulpicius Camerinus. Suffex : Marcus Papius Mutilus ha Quintus Poppaeus Secundus
- Votet eo al lezenn lex Papia Poppaea a-enep an dud dizimez hag ar c'houbladoù difrouezh evit lakaat kreskiñ niver an euredoù.
- Diaes e teu stad armerzhel an Impalaeriezh roman da vezañ goude emsavadeg an Danav (6) ha c'hwitadenn Varus. Ret eo soñjal sevel tailhoù nevez : un ugentvedenn war an hêrezhioù hag ur gantvedenn war ar gwerzhioù.
- Marcus Ambibulus, prokulor Jude, Samaria hag Edom (9-12).
- Harluet eo Ovidius da Domis.
- Illiria : war-lerc'h flastradeg an emsavadeg e teu ar vro da vezañ ur broviñs roman.
- Pannonia (Hungaria hiziv) : Sujet da vat da Roma, dont a ra da vezañ ur broviñs roman.
Germania :
- Trec'h eo ar penn german Arminius war teir lejion roman Varus en emgann Teutoburg. Dont a ra ar stêr Roen da vezañ ar vevenn nevez etre ar bed roman hag ar bed german. Kaset eo al lejionoù Legio II Augusta, Legio XX Valeria, ha Legio XIII Gemina da C'hermania evit kemer lec'h al lejion Legio XIX hag ar re all bet freuzet en emgann. Bomm brudet Aogust ("Varus, distro ma lejionoù din !").
- Taget an Drinobanted gant ar Gatuvellauned. Preizhet eo Camulodunum ( Colchester hiziv).
SinaAozañ
- 10 Genver : Diskar a ra Wang Mang an dierniezh Han er galloud abaoe daou gantved ha krouiñ a ra un dierniezh berrbad : an dierniezh Xin (fin e 25).
- Dre zekred an Impalaer eo difennet ober kenwerzh ar sklaved
- Nullet eo perc'henniezh prevez an douaroù gant Wang Mang.
Relijionoù ha mitologiezhioùAozañ
Arzoù ha sevenadurAozañ
Teknikoù ha skiantoù da dalvezoutAozañ
Buhez pemdez ha dudiAozañ
Ganedigezhioù 9Aozañ
Marvioù 9Aozañ
- Publius Quinctilius Varus, jeneral roman, a greder bezañ en em lazhet da-heul faezhidigezh e arme da-geñver emgann Teutoburg.
Gwelet ivezAozañ
LevroniezhAozañ
- André Blanc. L'homme emprisonne le temps. Les Calendriers. Belles Lettres. Paris. 1986.