Republik Ligur
Ar Republik Ligur pe Republik Liguria a voe embannet d'ar 14 a viz Mezheven 1797, er vro a zo en-dro da gêr Genova, ha dindan levezon ar C'hallaoued. Padout a reas betek miz Mezheven 1805, war-bouez ur pennadig amzer e 1800 pa voe aloubet gant armeoù Aostria.
Genova e oa ar gêr-benn. Diazezet e oa bet ar republik c'hoar-se war douaroù Republik Genova.
D'ar 6 a viz Mezheven 1805 e voe unanet ar Republik Ligur ouzh an Impalaeriezh c'hall kentañ, ha rannet e voe e tri departamant : Apennins, Montenotte ha Gênes, nemet staget e voe tolead Sanremo ouzh an Alpes-Maritimes.
Adembannet e voe ar Republik Ligur e miz Ebrel 1814, ha padout a reas betek miz Kerzu er bloaz-se. Goude-se e voe staget ouzh Rouantelezh Sardigna.
Banniel
kemmañBanniel kozh Genova a voe implijet gant ar Republik Ligur, ur banniel gwenn gant ur groaz ruz (kroaz sant Jord) er c'hreiz, evel banniel Bro-Saoz.