War-lerc'h an Dispac'h gall kroget e 1789 e voe aloubet gant an armeoù gall douaroù nevez er-maez eus ar rouantelezh kozh, ha diskleriet e voe ar republik er broioù "dieubet". E broioù zo e voe emsavioù dispac'hel a savas republikoù ivez.

Kebell-touseg republikan, tresadenn c'hall e 1799
Kartenn Italia e 1803

Ne badas ket gwall bell an holl republikoù-se avat. A-wechoù e voent staget ouzh Bro-C'hall evel departamantoù, departamantoù eus ar republik da gentañ, eus an Impalaeriezh goude, pe zoken ouzh rouantelezhioù rannet etre breudeur ha c'hoarezed an diktatour Napoléon Bonaparte.

Listenn ar Republikoù "c'hoar"

kemmañ

Levrlennadur

kemmañ
  • Jean-Louis Harouel, Les républiques sœurs, Paris, Presses Universitaires de France, Que sais-je ? (1997), ISBN 2130480047