Ar Republik Subalpin zo bet ur republik berr he buhez, savet ma voe e miz Mezheven 1802 war zouar Piemonte en amzer Kentañ Republik Bro-C'hall ha konsuliezh Napoleone Buonaparte.

Carlo Emanuele IV Savoia

Piemonte eo a oa lodenn vrasañ Rouantelezh Sardigna. Aloubet e voe gant an arme c'hall e 1796, ha da-heul e teuas Feur-emglev Pariz ha koll Savoia ha Nisa. Aloubet e voe adarre e 1798, hag ar roue Carlo Emanuele IV Savoia a dec'has da Roma, met biskoazh ne sinas feur-emglev all.

Goude Emgann Marengo e 1800 e oa Piemonte dindan treid ar C'hallaoued. D'ar 4 a viz Mezheven 1802 ec'h embannas Carlo Emanuele IV e tileze ar gurunenn hag e roe anezhi d'e vreur Vittorio Emanuele Iañ, a oa e Cagliari, en enez Sardigna, dindan gwarez listri ar Rouantelezh-Unanet.

Staget e voe ouzh Bro-C'hall e miz Gwengolo 1802 gant Napoleon neuze ha krouet e voe an departamantoù gall-mañ :

Novara avat ac'h eas gant ar Republik Italia (1802-1805), a voe berrbad ivez.

Gwelout ivez

kemmañ