Marengo (departamant)

Marengo a voe anv un departamant gall en Italia. Alexandria a oa ar penn-lec'h anezhañ.

Lakaet e oa bet an anv-se dezhañ da enoriñ trec'h Bonaparte en emgann Marengo d'ar 14 a viz Mezheven 1800.

C'hwec'h departamant en holl a oa bet savet e Piemonte da vare an Impalaeriezh c'hall. Hemañ a voe savet gant tammoù eus departamantoù Tanaro ha Sesia, krouet un nebeud bloavezhioù a-raok.


Gwelout kemmañ