Republik Alba
Republik Alba (Repubblica di Alba en italianeg) a oa ur Republik sujet da Vro-C'hall, embannet d'ar 25 a viz Ebrel 1796, en Alba, e hanternoz Italia. En em astenn a rae war zouar Piemonte. Mervel a reas d'an 19 a viz Ebrel 1801, 5 bloaz war-lerc'h, pa voe staget ouzh Bro-C'hall.
Banniel
kemmañGant Juan Antonio Ranza e voe treset banniel ar republik-se hag a zo e livioù
- glas ha ruz, evit enoriñ Bro-C'hall,
- hag orañjez, da zegas soñj eus ar wezenn-orañjez a zo war skoed-ardamez Piemonte.
Daou zoare zo d'ar banniel:
- pe a-led (e doare banniel an Izelvroioù)
- pe a-serzh (e doare hini Belgia).