Doire (departamant)

An Doire a oa un departamant gall en hanternoz Italia, da vare an diktatour Napoleon Iañ.

Ivrea e oa ar pennlec'h (adanvet Ivrée e galleg). Isprefetioù a oa en Aosta (Aoste e galleg) ha Chivasso. Kontet e veze 224 127 a dud o chom ennañ. Dre ma komzent arpitaneg, yezh traonienn Aosta, e veze lavaret gant an alouberien c'hall e oant gallegerien.

Dont a ra an anv eus ar stêr anvet Doire Baltée e galleg, (Dora Báltea en italianeg) a dremen dre Aosta hag Ivrea, da zisheñvelout diouzh an Doire Ripaire, Dora Riparia, un adstêr all d'ar Po.

Savet e oa bet d'an 11 a viz Gwengolo 1802 (décret du 24 Fructidor, an X) pa voe staget Piemont ouzh Bro-C'hall. Da gentañ e oa bet en ur framm anvet Éridan, a oa ennañ departamant ar .

E 1812 e oa rannet e 3 arondisamant : Ivrea, Aosta ha Chivasso.

Diskaret e voe evel an departamantoù gall all war-lerc'h faezhidigezh Napoleon Iañ e 1814, ha roet da Stadoù Savoia, hervez feur-emglev Fontainebleau an 11 a viz Ebrel[1814.

Emañ douaroù an departamant e proviñs Torino ha rannvro emren Traoñienn Aosta.

Pennadoù kar

kemmañ