• Ur pennad Po zo ivez.

(Po en italianeg) zo anv un departamant gall en Italia krouet gant armeoù gall Napoleone Buonaparte. Torino a oa ar pennlec'h anezhañ.

Kartenn eus departamantoù gall Italia, da vare impalaeriezh c'hall Napoleone Buonaparte

Krouet e voe pa voe aloubet Rouantelezh Sardigna gant ar jeneral Buonaparte e 1802. Klotañ a ra dre vras gant proviñs Torino hiriv.

Da gentañ e oa anvet Éridan, anv ar stêr Po e mojennoù Hellaz kozh, met d'an 20 a viz Gwengolo e voe advadezet dre un dekred sinet gant pennmelestrour Piemonte, ar jeneral Jean-Baptiste Jourdan, ha roet dezhañ anv italianek ar stêr.

Arondisamantoù

kemmañ

Tri arondisamant a oa: Torino, Susa ha Pinerolo. Mont a reas da get pa voe distrujet an Impalaeriezh C'hall e 1814.

Prefeded

kemmañ
 
Skoed Torino da vare impalaeriezh c'hall Napoleone Buonaparte.
  • 26 Eost 1802–1805—Victor Hercule Joseph Ferdinand comte de Lavilla de Villasteloni
  • 1805–1808—Pierre Loysel
  • 1808–1809—Étienne Vincent Marnolia
  • 19 C'hwevrer 1809–1813—Alexandre Théodore Victor de Lameth baron de Lameth