Feur-emglev Pariz (1796)
Feur-emglev Pariz a voe sinet e miz Mae 1796 etre Napoleone Buonaparte, en anv Republik Kentañ Bro-C'hall, ha Vittorio Amedeo III, roue Sardigna ha Napoleone Buonaparte.
Lec'h | Pariz |
---|---|
Raklec'hiet gant | Arsav-brezel Cherasco |
Deiziad | 15 Mae 1796 |
C'hoarvezout a reas goude Arsav-brezel Cherasco a oa bet sinet div sizhun a-raok, e Cherasco, e Piemonte, d'an 28 a viz Ebrel. Neuze en devoa laosket gant ar C'hallaoued kreñvlec'hioù Alessandria, Cuneo ha Tortone gant Bro-C'hall.
En em dennañ a reas ar roue eus ar C'hentañ kenunaniezh a-enep Bro-C'hall, ma ne chome ken nemet Bro-Saoz hag Aostria.
Heuliadoù ar feur-emglev
kemmañGant Feur-emglev Pariz avat e rankas roue Sardigna
- anavezout ar republik c'hall,
- dizarmañ hec'h arme ha mirout 10 000 soudard hepken
- diskar kreñvlec'hioù Exilles, Brunetta e Susa;
reiñ Kontelezh Nisa, dugelezh Savoia, kontelezh Tenda ha Buèlh da Vro-C'hall,
- leuskel an arme c'hall da zerc'hel Casteldelfino, Alessandria, Valenza e dell'Assietta, a vije daskoret dezhi goude ar brezel,
- leuskel an armeoù gall da dremen evel a garent, serriñ ar vro ouzh an armeoù all.
- kregiñ e listri ar Genunaniezh
Mervel a reas ar roue un toullad mizioù goude.
Mennet e oa ar C'hallaoued da vezañ mistri war Savoia abaoe 1792 pa o devoa staget an douaroù-se ha savet eno o 84vet departamant gall , anvet Mont-Blanc. Diwar-se e oa deuet brezel gant rouantelezh Sardigna.
Piemonte-Sardigna avat a c'houlennas an douaroù kollet-se en-dro pa voe diskaret Napoleon e 1814, hag un darn eus Savoia a voe rentet dezhi gant Feur-emglev Pariz e 1814 , hag ar peurrest e 1815, gant ur feur-emglev all sinet e Pariz ivez.
Adkemeret e vint diwezhatoc'h gant Bro-C'hall dindan Napoleon III.