Digeriñ al lañser pennañ
La Torre Civica, Cuneo

Cuneo (Coni e piemonteg hag en okitaneg) zo ur gumun italian e proviñs Cuneo, e rannvro Piemont. E 2017 e oa 56 124 a dud o chom enni. Emañ e 550 metr uhelder, e mervent Piemont, e kember ar stêrioù Stura ha Gesso.

Savadurioù brav zo e kêr : ar Villa Oldofredi Tadini, savet er XIVvet ha XVvet kantved, ilizoù San Francesco, Santa Croce, Santa Maria del Bosco, San Giovanni Decollato, Santissima Annunziata ha re all c'hoazh. Birvidik eo ar c'henwerzh, koulz hag an industriezh. Linennoù tren a gas da d-Torino ha Genova.

Kêrioù gevelletAozañ

Liammoù diavaezAozañ

Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.