Boezinge en izelvroeg, Boezienge e flandrezeg kornôgel, zo ur gumun a-wechall e Flandrez Belgia e rannvro Westhoek hag e proviñs Kornôg-Flandrez. Lakaet eo bet e kumun Ieper gant lezenn 1977.

Boezinge
municipality section, kêriadenn
StadBelgia Kemmañ
E tiriadIeper Kemmañ
Daveennoù douaroniel50°53′43″N 2°51′27″E Kemmañ
Kod-post8904 Kemmañ
Roll monumantoùQ2215262 Kemmañ
Map

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Douaroniezh

kemmañ
  • Gorread : 18,24 km²
  • Poblañs (1999) : 2 216 a dud
  • Stankter : 121 den/km²

Melestradurezh

kemmañ

Armerzh

kemmañ

Dezougen

kemmañ

Monumantoù ha traoù heverk

kemmañ
  • Er vourc'h
  • E "Carrefour des Roses" (kroazhent "Molenstraat" ha "Poezelstraat")

Eno e voe staliet ur c'halvar (XVIvet kantved) eus Louergad e Breizh evit enoriñ ar Vretoned marvet eno e-kerzh ar Brezel-bed kentañ hag ivez un daol-vaen eus Henant-Bihan[1]. Emañ monumant ar barzh iwerzhonat Francis Ledwidge just e-kichen, el lec'h ma voe lazhet e dibenn miz Gouhere 1917.

Bezioù milourel ar C'hommonwealth

kemmañ
Bered ar gumun

Ur bez ag ar Brezel-bed kentañ ha 14 bez ag an Eil Brezel-bed zo enni[2].

Bro Niver a soudarded
  Rouantelezh-Unanet 15
Hollad 15
Bered ar C'hommonwealth
Artillery Wood Cemetery

Ur vered ag ar Brezel bed kentañ eo. Krouet eo bet e dibenn miz Gouere 1917. Implijet e voe evel ur vered ag an talbenn betek miz Meurzh 1918. 141 bez a voe enni pa voe sinet an arsav-brezel e miz Du 1918. Brasaet e voe da zegemeret bezioù o tont eus an tachennoù-emgann arall hag eus beredoù bihan arall[3].

Lazhet e voe ar barzh kembreat Hedd Wyn hag ar barzh iwerzhonat Francis Ledwidge e Boezinge d'ar 31añ a viz Gouere 1917. Douaret int bet er vered.

Bro Niver a soudarded
  Afrika ar Su 1
  Aostralia 5
  Kanada 40
  Rouantelezh-Unanet 1 255
  Zeland-Nevez 2
Dianav 4
Hollad 1 307
Bered ar C'hommonwealth
Bard Cottage Cemetery

Ur vered ag ar Brezel-bed kentañ eo. Krouet eo bet e miz Even 1915. Implijet e voe betek miz Here 1918. Goude arsav-brezel miz Du 1918 e voe degaset 14 bez eus ar parkeier tro-dro ha 32 vez eus ar vered Marengo Farm Cemetery, homañ o vout tost-tre e tu ar Su[4].

Bro Niver a soudarded
  Afrika ar Su 2
  Alamagn 4
  Kanada 15
  Rouantelezh-Unanet 1 622
Hollad 1 643
Bered ar C'hommonwealth
Dragoon Camp Cemetery

Ur vered ag ar Brezel-bed kentañ eo. Krouet eo bet d’an 9 a viz Eost 1917 gant Kembreiz an 38th (Welsh) Division. Anvet e voe Villa Gretchen Cemetery da gentañ. Ar gêr saoznek Dragoon a dalv Aerouant, an aerouant ruz o vout arouez Kembre. Implijet e voe ar vered betek miz Here 1918[5].

Bro Niver a soudarded
  Rouantelezh-Unanet 66 (10 anezhe chomet dianav)
Hollad 66
Bered ar C'hommonwealth
Welsh Cemetery (Caesar’s Nose)

Ur vered ag ar Brezel-bed kentañ eo. Krouet eo bet e miz Gouere 1917 gant Kembreiz an 38th (Welsh) Division. Anvet e voe Villa Gretchen Cemetery da gentañ. Implijet e voe betek miz Du 1917[6].

Bro Niver a soudarded
  Rouantelezh-Unanet 68
Hollad 68
Bered ar C'hommonwealth
Colne Valley Cemetery

Ur vered ag ar Brezel-bed kentañ eo. Krouet eo bet e miz Gouere 1915 gant Saozon an Territorial battalions of 49th (West Riding) Division. Implijet e voe betek miz C’hwevrer 1916[7].

Bro Niver a soudarded
  Rouantelezh-Unanet 47
Hollad 47
Bered ar C'hommonwealth
Essex Farm Cemetery

Ur vered ag ar Brezel-bed kentañ eo. Krouet eo bet e miz Ebrel 1915. Implijet e voe betek miz Eost 1917[8].

Bro Niver a soudarded
  Alamagn 5
  Kanada 9
  Rouantelezh-Unanet 1 107
Chomet dianav penn-da-benn 83
Hollad 1 204
Bered ar C'hommonwealth
Talana Farm Cemetery

Ur vered ag ar Brezel-bed kentañ eo. Krouet eo bet e miz Ebrel 1915 gant soudarded c’hall. E miz Even 1915 e krogas ar 1st Bn. Rifle Brigade hag ar 1st Bn. Somerset Light Infantry d’ober war he zro. Implijet e voe betek miz Meurzh 1918[9].

Bro Niver a soudarded
  Rouantelezh-Unanet 529
Hollad 529
Bered ar C'hommonwealth
La Belle Alliance Cemetery

Ur vered ag ar Brezel-bed kentañ eo. Krouet eo bet e miz C’hwevrer 1916 gant an 10th hag an 11th King’s Royal Rifle Corps. Bezioù arall a voe ouzhpennet enni e mizioù Gouere hag Eost 1917. Anvet eo ar vered diwar anv un atant a zo e kichen[10].

Bro Niver a soudarded
  Rouantelezh-Unanet 60
Hollad 60
Bered ar C'hommonwealth
No Man's Cot Cemetery

Ur vered ag ar Brezel-bed kentañ eo. Krouet eo bet e miz Gouere 1917. Implijet e voe betek miz Meurzh 1918. Kalz ag ar soudarded a zo douaret enni a oa Skosiz eus ar 51st (Highland) Division[11].

Bro Niver a soudarded
  Rouantelezh-Unanet 60
Hollad 60

Dave ha notennoù

kemmañ