Hedd Wyn
Hedd Wyn (13 a viz Genver 1887–31 a viz Gouhere 1917 e Boezinge, Flandrez Belgia, a oa un tieg eus Trawsfynydd, e Sir Feirionnydd hag ur barzh kembraek lazhet e-pad ar Brezel-bed kentañ. Douaret eo bet e bered ar C'hommonwealth Artillery Wood Cemetery e kumun Boezinge. Ellis Humphrey Evans a oa e wir anv, met dibabet en doa Hedd Wyn ("peoc'h gwenn") evel anv-barzh.
Reizh pe jener | paotr |
---|---|
Bro ar geodedouriezh | Rouaned Breizh-Veur hag Iwerzhon |
Anv e yezh-vamm an den | Ellis Humphrey Evans |
Anv ganedigezh | Ellis Humphrey Evans |
Anv-bihan | Ellis, Humphrey |
Anv-familh | Evans |
Lesanv | Hedd Wyn |
Deiziad ganedigezh | 13 Gen 1887 |
Lec'h ganedigezh | Trawsfynydd |
Deiziad ar marv | 31 Gou 1917 |
Lec'h ar marv | Ieper |
Lec'h douaridigezh | Artillery Wood Cemetery |
Pried | talvoud ebet |
Kar | Gerald Williams |
Yezhoù komzet pe skrivet | kembraeg |
Micher | barzh, skrivagner |
Brezel | Brezel-bed kentañ |
Skour lu | British Army |
Diellaouet gant | Levraoueg Vroadel Kembre |
Prizioù resevet | Chair of the National Eisteddfod |
Staget ouzh | Yr Ysgwrn |
Military casualty classification | Killed in action |
Tost e vuhez-pad e chomas en e atant en Ysgwrn. Da 28 vloaz en doa gonezet peder c'hador en Eisteddfodoù gant e varzhonegoù. E 1917 e oa bet gounezet ar gador gantañ en Eisteddfod, Birkenhead, gant e varzhoneg "Yr Arwr" ("An Haroz"), skrivet evel un awdl.
Ysgwrn
kemmañNi Evans a vev en Ysgwrn hiziv hag a vourr o kontañ istor Ellis hag e gadorioù.
Film
kemmañUr film Hedd Wyn zo bet graet e 1992 gant Paul Turner hag a oa bet meneget e-touez an danvez loreidi evit kaout un Oscar.
Oberennoù Hedd Wyn
kemmañ- Cerddi'r Bugail, dastumet gant J. J. Williams (1918) - Barzhonegoù Hedd Wyn
Levrlennadur
kemmañ- William Morris, Hedd Wyn (1969)
- Ysgrifau Beirniadol VI, gol. J. E. Caerwyn Williams (1971) - ysgrif gan Derwyn Jones
- Alan Llwyd, Cofiant Hedd Wyn (Cyhoeddiadau Barddas, 1991). Cofiant manwl a safonol.
Liammoù diavaez
kemmañ- Find a grave
- Skridoù gant Hedd Wyn e-barzh ar Wikiarroud kembraek (hag Yr Arwr, an haroz, en o zouez)
- [1]
- Commonwealth War Graves Commission
- Cerddi'r Bugail
- BBC