Gindi
| ||||
---|---|---|---|---|
![]() Dourbont dreist d'ar Gindi | ||||
Statud | stêr | |||
Hirder | 44 km | |||
Uhelder an eienenn | 200 m | |||
Kas keitat | ? m³/s | |||
Gorread an diazad | ? km² | |||
Bro(ioù) douret | Bro-Dreger (Breizh) | |||
Diazad stêrioù |
Yeodi | |||
En em daol e | Yeodi en aber Landreger | |||
Ledander er genoù | ? | |||
Andon | tu kornôg ar Menez Bre e Louergad | |||
Adstêrioù | ? | |||
stêr - hidrologiezh |
Ar Gindi (Guindy e galleg) zo ur stêr eus Breizh, e Treger, 44 km dezhi. Emañ hec'h eienenn e Louergad[1], er Manati, troad tu kornôg ar Menez Bre, 200 m a uhelder dezhi, hag ac'hane e red war-du an hanternoz da dapout ar Yeodi en aber Landreger.
War ar gartennoù IGN e vez roet dezhi an anv "ruisseau de St-Gonery", betek an ti-gar Benac'h/Bear, e Kenkiz / Sant Goneri.
Sili a vez pesketaet e-barzh dreist-holl.
Red ha PontoùAozañ
Louergad
Rospezh-Kaouenneg-Lanvezeeg
Rospezh-Kemperven
Ar Vinic'hi-Priel
Landreger-Priel
Ar Pontoù Du, dreist d'ar Gindi e Landreger, e penn-kentañ an XXvet kantved. Pont diwezhañ war ar Gindi raok ar c'hember gant ar Yeodi
Kumunioù douretAozañ
- Louergad (andon)
- Pederneg (lez dehoù)
- Bear (lez dehoù)
- Plûned
- Tonkedeg (lez kleiz)
- Kawan (lez dehoù)
- Kaouenneg-Lanvezeeg (lez dehoù)
- Lannuon (Bulien) (lez kleiz)
- Rospezh (lez kleiz)
- Kemperven (lez dehoù)
- Lanvilin (lez kleiz)
- Koatreven (lez kleiz)
- Langoad (lez dehoù)
- Ar Vinic'hi (lez dehoù)
- Priel (lez kleiz)
- Landreger (lez dehoù)