Kaouenneg-Lanvezeeg

kumun Aodoù-an-Arvor
Kaouenneg-Lanvezeeg
Ar maerdi.
Ar maerdi.
Anv gallek (ofisiel) Caouënnec-Lanvézéac
Bro istorel Treger
Melestradurezh
Departamant Aodoù-an-Arvor
Arondisamant Lannuon
Kanton Lannuon (betek 2015)
Bear (abaoe 2015)
Kod kumun 22030
Kod post 22300
Maer
Amzer gefridi
Jean-François Le Guével
2014-2020
Etrekumuniezh Lannuon-Treger Kumuniezh
Bro velestradurel Bro Treger ha Goueloù
Lec'hienn Web Ti-kêr
Poblañsouriezh
Poblañs 899 ann. (2020)[1]
Stankter 127 ann./km²
Douaroniezh
Daveennoù
lec'hiañ
48° 42′ 16″ Norzh
3° 22′ 28″ Kornôg
/ 48.7044444444, -3.37444444444
Uhelderioù kreiz-kêr : 70 m
bihanañ 34 m — brasañ 105 m
Gorread 7,07 km²
Lec'hiañ ar gêr
Kaouenneg-Lanvezeeg

Douaroniezh

kemmañ

Kaouenneg-Lanvezeeg a zo ur gumun eus Breizh e Treger, e kanton Bear e departamant Aodoù-an-Arvor.

Kaouenneg

kemmañ
  • Erwan Vallerie ː Treff de Couhannec, 1476; Cahouenec, 1630; Cavennec, 1731
  • Gerdarzh ː

Lanvezeeg

kemmañ
  • Erwan Vallerie ː Lanvezeoc, 1516; Lanvezeac, 1516
  • Gerdarzh ː

Ardamezioù

kemmañ

N'ez eus ket evit ar poent

Lanvezeeg a oa da gentañ ul lodenn bet distaget eus Kawan, ha deuet eo da vezañ ur barrez emren, ne c'houzer ket pegoulz. Savet e voe da gumunn e 1790, e kanton ar Roc'h-Derrien. Staget e voe an iliz ouzh hini Mantallod e 1804, hag ouzh hini Kaouenneg e 1805. E 1974 e voe distaget ar gumun diouzh kanton ar Roc'h, ha staget gant Kaouenneg e kanton Lannuon.

Adalek 2015 emañ en arondisamant Lannuon, etrekumuniezh Lannuon-Treger, mes e-barzh kanton Bear, arondisamant Gwengamp ! Ur sapre kudenn evit sekretourva an ti-kêr !

  • Mervel a reas 27 gwaz eus kumunioù Kaouenneg ha Lanvezeeg a gollas o buhez abalamour d'ar brezel hervez monumant ar re varv, da lavaret eo 4,45 % eus poblañs an div gumun hervez an niveradeg bet graet e 1911[2].
  • Mervel a reas pevar den ag an div gumun abalamour d'ar brezel[2].

Krouidigezh ar gumun

kemmañ
  • Savet eo bet diwar gendeuz div gumun e 1974, gant dekred ar 17 a viz Here, hini Kaouenneg diouzh un tu, ha hini Lanvezeeg diouzh an tu all. Lakaet eo bet ar pennlec'h e bourk Kaouenneg.

Monumantoù ha traoù heverk

kemmañ

Tumulus Kerleo

kemmañ

Iliz katolik Kaouenneg

kemmañ

Diavaez

Diabarzh

Iliz katolik Lanvezeeg

kemmañ

Diavez

Diabarzh

  • Maner Runaodren.
  • Maner ar Roc'hoù; XVII (en e boull).

Emdroadur ar boblañs abaoe 1962

kemmañ

Niver a annezidi

Melestradurezh

kemmañ

Brezhoneg

kemmañ
  • D’ar 7 a viz Gouere 2006 e oa bet votet ar garta Ya d'ar brezhoneg gant kuzul-kêr ar gumun. Al live 1 oa bet roet d'ar gummun.
  • Claude Rannou, bet ganet e Lanvezeeg an 18 Mezheven 1808; kelenner, ha barzh e brezhoneg; en eus tremenet e vuhez e Lokmikael an Traezh, ha marvet eno an 12 Genver 1869.
  • Klerg, bet person Kaouenneg ha Lanvezeeg, ouzhpenn person Bulien, e-pad hir vloavezhioù.

Ardamezeg ar familhoù

kemmañ

Pennadoù kar

kemmañ

Liammoù diavaez

kemmañ

 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Notennoù ha daveoù

kemmañ

Levrlennadur

kemmañ
  • (fr)Régis de Saint-Jouan : Dictionnaire des communes. Département des Côtes d'Armor. Eléments d'histoire et d'archéologie. Kuzul Jeneral Aodoù an Arvor. Sant Brieg. 1990
  • (fr)Bernard Tanguy : Dictionnaire des noms de communes, trèves et paroisses des Côtes d'Armor. Chasse-Marée. ar Men. 1992