Falc'h
Ur falc'h zo ur benveg da falc'hat, da lavarout eo da droc'hañ geot, anezhi ul laonenn hir dambleget staget ouzh un troad hir. Gwechall e veze troc'het ed ha foenn gant ar falc'h e Breizh. Ur seurt falc'h vihan eo ar falz.
Falc'her ha Paotr e falc'h
kemmañUr falc'her eo an den a implij ar falc'h. Paotr e falc'h a vez graet eus an Ankou a-wechoù.
Brezel
kemmañImplijet e veze filc'hier er brezelioù gant ar gouerien: ne oa nemet eeunaat al laonenn. Seurt filc'hier a veze gant ar Chouanted.
Kan
kemmañMeur a gan vrezhonek zo d'ar falc'herien, da skouer Ar Falc'herien. Gwelet ivez :
-
Lemmañ ur falc'h
-
Ur falc'h nevez-flamm.