Falz
Ur falz zo ur benveg da droc'hañ geot. Gwechall e veze troc'het ed ha foenn gant ar falz tost en holl vroioù, hag implijet e vez c'hoazh e kalzig anezho.

Ijinet e voe er Ragistor, e Henoadvezh ar maen, gant ur sileks hag un troad. Goude e voent oberiet en houarn hag e dir.
Binvioù kar Aozañ
Ar falc'h zo ur seurt falz vras.
Ar falz-aotenn, pe sarp, pe strep, zo ur seurt falz tevoc'h evit trochañ koad.
Arouez Aozañ
Hervez Tacitus e veze implijet filzier aour gant an drouized en o lidoù.
Arouez ar gouerien eo bet ar falz war bannieloù ar gomunourien, e-kichen ar morzhol, arouez ar vicherourien.
Ar Falz zo anv ur gevredigezh deskadurezh a oa bet krouet gant Yann Sohier e 1932.