An triskell (henc'resianeg τρισκελης triskelê "teir gar", dre ar gallekadur triscèle) zo un arouez teirgarek. E broioù zo (Manav, Sikilia) ez eo eeun linennoù an triskell, e re all eo kromm, evel e Breizh ma'z eo deuet da vout unan eus an arouezioù breizhek.

Triskell troet war an tu kleiz.
Un doare triskell all
Triskell eus Oadvezh ar Maen
Heñval, war an tu-enep

E broioù all ivez e kaver triskelloù nemet ne vez ket kromm an teir gar atav, evel war banniel Anguilla, war hini Enez Manav, war hini Ingouchetia ha war hini Sikilia. E Sikilia e vez graet trinacria eus an triskell.

Tud zo a gred hag a lavar ez eo un arouez keltiek. Re all a lavar n'eo ket, nag a orin nag a implij hiziv. Met gwir eo n'eus lec'h ebet ma vez gwelet kement a driskelloù hag e Breizh. Keñveriet e vez gant al lauburu euskarat a-wechoù dre m'int deuet o-daou da vezañ evel arouezioù broadel.

 
Triskell Sí an Bhrú
Kavet ez eus bet an arouez war ar vein en ul lec'h a zo ken kozh ha Oadvezh ar Maen, e Sí an Bhrú (Newgrange) e Kontelezh An Mhí en Iwerzhon.
Deuet eo an arouez da vezañ diouzh ar c'hiz gant brud sonerezh breizhek Alan Stivell er bloavezhioù 1970.
Meur a ster zo lakaet d'an triskell, ha liamm ebet etreze alies pa weler kristenien ouzh e implij evel arouez an Drinded, ha sadomazoc'haded evel arouez ar c'hoari-tri.

Politikerezh

kemmañ

Implijet eo bet an arouez gant ur rannarme Schutzstaffel e-pad an Eil Brezel-Bed, gant ur strollad Suafrikat, ha gant strolladoù politikel e Sikilia. Implijet e vez ivez gant kleuboù sport, e Breizh evel e lec'h all, en Aostria da skouer.

Skeudennoù

kemmañ
  • Kizelladurioù ha livadurioù istorel
  • Bannieloù
  • En arzoù

Sonerezh

kemmañ

Liammoù diavaez

kemmañ

Pennadoù kar

kemmañ