Anguilla
Anguilla zo un enezenn e hanternoz en Antilhez Bihanañ, el Leeward Islands, er Mor Karib. Emañ er reter da b-Puerto Rico hag ar Virgin Islands, hag en hanternoz da Saint Martin. Bezañ ec'h eo unan eus Tiriadoù Tramor Breizh-Veur.
90 km2 zo dindani ha 13 500 a dud a oa e 2006. The Valley eo anv ar gêr-benn.
Ouzhpenn enez Anguilla, 26 km hed ha 5 km led, ez eus enezennoùigoù didud.
Douaroniezh
kemmañAnguilla zo un enezenn gompez, koural ha raz anezhi. Treut eo an douar, ha distruj a-walc'h.
Ouzhpenn Anguilla hec'h-unan ez eus inizi all, didud peurvuiañ, a zo stag outi. Bez' ez int:
- Anguillita
- Dog Island
- Prickly Pear Cays
- Scrub Island
- Seal Island
- Sombrero, anvet Hat Island e saozneg
- Sandy Island