Sant-Ervlan

kumun Bro-C'hall
Arabat eo droukveskañ gant Sant-Ervlon.

Sant-Ervlan[2][3] a zo ur gêr eus Bro-Naoned, e Breizh, e departamant al Liger-Atlantel.

Sant-Ervlan
An ti-kêr
An ti-kêr
Ardamezioù
Anv gallek (ofisiel) Saint-Herblain
Bro istorel Bro-Naoned
Melestradurezh
Departamant Liger-Atlantel Liger-Atlantel
Arondisamant Naoned
Kanton Pennlec'h 2 ganton :
Sant-Ervlan-Reter ha
Sant-Ervlan-Kornôg-Antr
Kod kumun 44162
Kod post 44800
Maer
Amzer gefridi
Bertrand Affilé
2014-2026
Etrekumuniezh Naoned Meurgêr
Bro velestradurel Tolpad-kêrioù Naoned
Lec'hienn Web Ti-kêr
Poblañsouriezh
Poblañs 49 067 ann. (2020)[1]
Stankter 1 634 ann./km²
Douaroniezh
Daveennoù
lec'hiañ
47° 12′ 44″ Norzh
1° 38′ 59″ Kornôg
/ 47.2122222222, -1.64972222222
Uhelderioù kreiz-kêr : 8 m
bihanañ 1 m — brasañ 64 m
Gorread 30,02 km²
Lec'hiañ ar gêr
Sant-Ervlan

Kumun vrasañ bannlev Naoned eo pa oa 46 268 annezad enni e 2017. Se a laka Sant-Ervlan da vezañ dekvet kêr Breizh, ur gêr hag a gresk buan abaoe ar bloavezhioù 1960. Erv Breizh, ur c'hendi bras, ar greizenn-genwerzh vras Atlantis ha Zenith Naoned Meurgêr, ar sal abadennoù, a c'hall bezañ gwelet evel arouezioù ar c'hêriekadur-mañ, o tispenn roudoù Naoned.

Douaroniezh

kemmañ

E kornôg Naoned emañ, war ribl norzh al Liger evit an darn vrasañ eus kêr. Tro-dro da Sant-Ervlan e kaver eta kumunioù Naoned, Antr etre Sant-Ervlan hag al Liger, Koeron, Saotron hag Orvez.

War Erv Breizh emañ, ul linenn gribenn eus Torosad Arvorig.

Erwan Vallerie, heuliañ Dauzat ː Sanctum Hermelandum, 1287

Ardamezioù

kemmañ

En gul e deir ruilhenn kenweet, e gab en erminoù

Aozer : Ao. Murail – Degemeret gant Kuzul ar Gumunn d'ar 14 a viz Meurzh 1980.

Er VIIvet kantved e oa bet krouet ar barrez gant Hermelandus, ur manac'h eus abati Fontenelle, war c'houlenn eskob Naoned.

Krouet e voe kumun Sant-Ervlan e 1790 diwar ar barrez katolik. Lakaet e voe e Kanton Chantenay hag e Bann Naoned. E 1800 e voe lakaet en Arondisamant Naoned. Lakaet e voe e Kanton Naoned-6 e 1801[4].

96 gwaz ag ar gumun a gollas o buhez abalamour d'ar brezel, d.l.e. 3,60 % eus he foblañs e 1911[5].

D'ar 16 a viz Gwengolo 1943 e voe taolet 80 bombezenn e Sant-Ervlan gant nijerezioù B-17 eus ar 1st Bombardment Division (United States Army Air Forces)[6].

Lakaet e voe ar gumun da vurev kreizenniñ kantonioù Sant-Ervlan-1 ha Sant-Ervlan-2 pa voe diskaret Kanton Sant-Ervlan-Kornôg-Antr e 2014[7].

Ekonomiezh

kemmañ

Ur gêr war ziorren bras eo, dreist-holl tro-dro d'ar greizenn genwerzhel Atlantis, e-kichen dor an hent-tro a zo "Armor" he anv. Takad kenwerzhel brasañ kornaoueg Bro-C'hall eo.
Ne oa nemet 2 400 annezad e Sant-Ervlan e 1851, 18 760 e 1968 ha bremañ muioc'h eget 45 000 anezho. Kresket eo war ul lusk a 3% bep bloaz etre 1990 ha 1999. Ret eo neuze da guzulieren-gêr kavout penaos plediñ gant ar c'hresk-se, bodañ ar boblañs a zo kresket re vuan war dachenn ar gumun-vannlev evel m'emañ bremañ ha sevel ur vuhez kêr memestra.

Emdroadur ar boblañs abaoe 1962

kemmañ

Niver a annezidi

43 082 annezad a oa enni hervez niveradeg an EBSSA e 2011, 44 337 e 2014 ha 46 268 e 2017.

Kêraoz

kemmañ

Erv Breizh zo LODEF brasañ Breizh, gant ouzhpenn 780 lojeiz ennañ. Ur c'harter eo en e-unan. Savet e oa er bloavezhioù 1970. Tennañ a ra e anv eus al linenn gribenn.

Buhez sevenadurel hag arvestoù

kemmañ

E dor an Arvor emañ staliet Zenith Meurgêr Naoned, sal-abadennoù brasañ Breizh, abaoe miz Kerzu 2006.

Brezhoneg

kemmañ

Ya d'ar brezhoneg

kemmañ

D'an 3 a viz Ebrel 2009 e oa bet votet ar garta Ya d’ar brezhoneg gant Kuzul-kêr ar gumun.

Deskadurezh

kemmañ

Diwan en deus digoret e 2008 e skolaj kentañ el Liger-Atlantel[8].

E distro-skol 2024 e oa 221 bugel enskrivet er skol Diwan hag er c'hlasoù divyezhek (3,3 % eus skolidi ar gumun evit a sell ouzh ar c'hentañ derez)[9]

Kelenn d'an oadourien

kemmañ

Kentelioù evit an dud vras a zo eno abaoe 2001 gant ar gevredigezh Kentelioù an Noz[10].

Meur a obererezh dudi a vez kinniget gant Kentelioù an Noz e-kichen ar c'hentelioù : pleustradegoù c'hoariva, labour dorn, bodad lenn, bodad komz, keginañ, dañs, kanañ, golf, mell-droad, baleadegoù ha kement 'zo.

Gant Skol an Emsav ha skoazell Kuzul-rannvro Breizh e vez aozet stummadurioù hir (6 miz, 35 eurvezh bep sizhun) war ar brezhoneg abaoe 2011. Abaoe 2017 e vez aozet ur stummadur 'emvarrekaat' e St Ervlan.

Buhez foran

kemmañ

E 2008 e oa bet digoret e-kichen skolaj Diwan al Liger-Atlantel, ar vediaoueg "KDSK" (Kreizenn dafar sevenadurel keltiek) gant Maripol Gouret. Ul lec'h eskemm ha daremprediñ eo KDSK, evit klask titouroù, amprestiñ levrioù, pladennoù DVDoù, kazetennoù[11].

Ti-embann

kemmañ

Melestradurezh

kemmañ

Tro Bro-C'hall

kemmañ

16 a viz Gouere 1991 : 11vet tennad-hent Tro Bro-C'hall etre Kemper ha Sant-Ervlan; trec'h eo Charly Mottet.

Tud liammet gant ar gumun

kemmañ

Tud bet o chom eno :

Tud marvet eno :

Ardamezeg ar familhoù

kemmañ
  L'Aubier, Laubier
Aotrounez La Borderie
En argant e deir grilh en sabel o dornelloù bouklet ivez en sabel
  Barrin

Beskonted Lessongère

En glazur e deir balafenn en aour

  Blanchard

Aotrounez Lessongère

En glazur e dreustell en argant, heuliet gant pemp bezantenn en aour

  Burot

Aotrounez Carcouët

En arc'hant e zri fenn bleiz en sabel

  de l'Epervier / de l'Espervier

Aotrounez la Bouvardière ha la Langevinière

En glazur e lammell en aour, heuliet gant peder bezantenn ivez en aour

  Guillon

Aotrounez Teillé

En aour e gebrenn en sabel karget gant teir c'hroazigan en argant, hag heuliet gant tri leonig en sabel, an daou ouzh kab penn-ouzh-penn

  Harouys

Aotrounez Teillé

En aour e deir sourin en gul, pep hini karget gant tri benn unkorn en aour

  Lair

Aotrounez la Lessongère ha la Botardière

En glazur e gebrenn en aour, heuliet ouzh kab gant div steredenn en argant hag ouzh beg gant ur greskenn ivez en argant

  Maillard

Aotrounez la Gournerie

En glazur e lammell divouedet en aour, heuliet ouzh kab hag ouzh lezioù gant teir horzh ivez en aour, hag ouzh beg gant ul leon en argant, teodet en gul.

  Michaël, pe Michel

Aotrounez la Bourgonnière ha la Tesserie

Palefarzhet ː ouzh 1 ha 4 en sabel e dour en argant; ouzh 2 ha 3, en aour e deir groaz pavek en gul, e vevenn en argant

Darempredoù etrebroadel

kemmañ

Gevelliñ

kemmañ
Bro Kêr Abaoe
  Alamagn Sankt Ingbert 1981
  Iwerzhon Port Láirge 1986
  Katalonia Viladecans 1991
  Senegal Ndiaganiao
  Bulgaria Kazanlak 2008

Emglev mignoniezh

kemmañ
Bro Kêr Abaoe
  Palestina Betleem

Paeroniañ

kemmañ
Bro Kêr Abaoe
  Roumania Cleja

Liammoù diavaez

kemmañ

 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Levrlennadur

kemmañ
  • Pol Potier de Courcy : Nobiliaire et armorial de Bretagne. Adembannadur Editions des Régionalismes. Cressé. 2011/2014
  • Erwan Vallerie : Diazezoù studi istorel an anvioù-parrez. Corpus. An Here. 1995

Daveoù ha notennoù

kemmañ