Kanton Chantenay
Kanton Chantenay a oa anezhañ ur rann velestradurel ha barnel hag ur bastell-vro votiñ e Breizh, e departamant al Liger-Izelañ.
Istor
kemmañ- Krouet e voe e 1790 e-kerzh an Dispac'h Gall. Lakaet e voe e Bann Naoned. E 1800 e voe lakaet en Arondisamant Naoned. Diskaret e voe gant lezenn an 8 pluviôse an IX (28 a viz Genver 1801), dezhi an titl loi portant réduction du nombre de justices de paix[1].
Kumunioù
kemmañKanton Chantenay a yae teir c'humun d'ober anezhañ :
- Chantenay, penn ar c'hanton ;
- Antr ;
- Sant-Ervlan.