Jacqueline Auriol, bet ganet Jacqueline Marie-Thérèse Suzanne Douet d'ar 5 a viz Du 1917 e Challans hag aet da Anaon d'an 11 a viz C'hwevrer 2000 e Pariz, a oa un nijerez c'hall hag ar c'hentañ levierez-arnodiñ e Bro-C'hall. Pemp gwech e voe deroet dezhi Harmon Trophy ar gwellañ levierez er bed[1].

Jacqueline Auriol

D'an 2 a viz Meurzh 1969
(Nijadenn gentañ Concorde)
Ganedigezh 5 Du 1917
Challans
Marv 11 C'hwevrer 2000
Pariz
Broadelezh  Gall

Micher Levierez

Brevedoù 1948 (foran)
Niv. 27, 1950 (milourel)
Niv. 29, 18 Du 1955 (arnodiñ)

Ganet e voe Jacqueline Douet en un tiegezh nevidourien prenn ha danvezioù binvidik vandeat. Da 16 vloaz, e 1933, e voe he nijadenn gentañ e Grenoble, hep bezañ gwall zedennet gant an nijerezh avat. Goude he studioù e Skol-veur Naoned e fellas dezhi bezañ ur ginklourez a vicher, setu ez eas da Skol al Louvre e Pariz.
E 1938, oadet 21 bloaz, e timezas gant Paul Auriol (1918-1992), anezhañ mab Vincent Auriol (1884-1966) hag a voe Prezidant ar Republik C'hall adalek 1947 betek 1954. A-hed an Eil Brezel-Bed ez eas Jacqueline Auriol da labourat evit ar Rezistañs enep an Ac'huberezh. Goude ar brezel e voe renerez embregerezh he zud.

E 1948 e voe brevedet war un nijerez daoublaenek Stampe kent mont da faragouellerez ha levierez-arnodiñ. D'an 11 a viz Gouere 1949, p'edo treizhadez war bourzh kentpatrom un dournijerez SCAN 30 e stokas rust an ardivink ouzh gorre ar stêr Seine ; gloazet garv e voe J. Auriol : torret he c'hlopenn ha bruzhunet he dremm ; a-hed daou vloavezh e c'houzañvas 16 oberatadenn e Stadoù-Unanet Amerika. Ne voe ket digalonekaet evit kement-se : goude pareet e tapas he brevedoù milourel, plaverez ha biñsaskell e 1950. E 1951 e voe deroet an Harmon Trophy dezhi.

D'an 21 a viz Kerzu 1952 ez eas ganti rekord benel ar bed an tizh pa levias un nijerez dre zazloc'h De Havilland Vampire "Mistral" da 855,92 km/h keitat ; pilet e voe rekord al levierez stadunanat Jacqueline Cochran (19061980), a c'houlennas ma vije deroet an Harmon Trophy 1952 d'al levierez c'hall, ar pezh a voe graet ; d'an 20 a viz Mae 1953 e tistroas ar rekord gant J. Cochran avat pa nijas da 1 050 km/h war bourzh un F-86 Sabre[2]. Tri miz goude, d'ar 15 a viz Eost, e voe J. Auriol an eil maouez er bed o tremen dreist moger ar son (Mach 1, da lavarout eo 1 224 km/h en aer da 15 °C) war bourzh ur Mystère II ; J. Cochran e oa bet ar vaouez kentañ, d'an 18 a viz Mae, gant he F-86 dija. Setu al levierez c'hall e-touez an nebeudig a dud o devoa tizhet Mach 1, hag adarre ez eas an Harmon Trophy ganti.

D'an 20 a viz Ebrel 1954 e voe degemeret Jacqueline Auriol e Skol an nijerien-arnodiñ, an EPNR ma voe brevedet d'an 18 a viz Du 1955, ar pezh a zigoras dezhi dorioù didreuzus Kreizenn an nijadennoù arnod (CEV) e Brétigny-sur-Orge.
E miz Mae 1955 ivez, p'edo J. Cochran beskadoriadez an FAI e tisklêrias ne vije mui a rekordoù evit ar merc'hed adalek ar 1añ a viz Mezheven – un doare da virout he lesanv Primañ mouez ar bed ; da zerc'hent an deiziad-se, d'an 31 a viz Mae, e nijas J. Auriol da 1 151 km/h o leviañ un Mystère IV, ar pezh a redias J. Cochran da zistreiñ war he giz. Hag un trede Harmon Trophy evit Jacqueline Auriol. Bloaz goude e voe darbet dezhi mervel ouzh stur he Mystère IV a oa oc'h ober troelladenn ; dont a reas a-benn da vestroniañ an ardivink ha da bradañ dibistig e Brétigny.

Ijinet e oa bet Brezel an div Jacqueline gant ar gazetennerien, met mignonezed e chomas Cochran hag Auriol daoust d'ar c'hevezerezh, a voe adlañset d'an 22 a viz Mezheven 1962 pa levias J. Auriol ur Mirage III-C da 1 850,2 km/h ; ne voe ket daleet respont an Amerikanez : d'ar 1añ a viz Mae1963 e nijas da 1 937,15 km/h ; adtapet e voe ar rekord gant ar C'hallez d'ar 14 a viz Mezheven gant 2 038,70 km/h. D'ar 1añ a viz Mezheven 1964 e levias J. Cochran ul Lockeed F-104G Starfighter da 2  097 km/h. Aet ar maout ganti hag oadet 58 vloaz e paouezas an Amerikanez veur da gevezañ.

D'ar 5 a viz Mae 1966 ez eas ur rekord all gant Jacqueline Auriol, hini an tizh a Bariz da Abidjan (Aod an Olifant).

Goude 20 vloaz en Aerlu, 5 000 eurvezh nij enno 2 000 evel levierez-arnodiñ tremen 140 nijerez ha biñsaskell a bep doare ez eas Jacqueline Auriol war he leve. Anvet e voe da gadoriadez Kevredigezh Mignoned Maryse Bastié.
D'an 11 a viz C'hwevrer ez eas da Anaon e Pariz.

Rekordoù

kemmañ

Seizh rekord etrebroadel a voe enrollet war anv Jacqueline Auriol gant ar Fédération aéronautique internationale / World Air Sports Federation.

Rummad Isrummad Rekord Kur Deiziad Statud
Nijerezioù C-1[3] Tizh war 100 km 818,18 km/h 12 Mae 1951 Enrollet – Pilet abaoe
Tizh war amred kloz 100 km, digargad 855,92 km/h 21 Kerzu 1952
Tizh a-hed 15/25 km war-eeun 1 151 km/h 31 Mae 1955
Tizh war amred kloz 100 km, digargad 1 850,2 km/h 22 Mezheven 1962
2 038,70 km/h 14 Mezheven 1963
C-1g[4] Tizh war amred kloz 2 000 km, digargad 819,13 km/h 15 Mae 1965 Enrollet – A dalv c'hoazh
Tizh war amred kloz 1 000 km, digargad 859,51 km/h 10 Mezheven 1965

Enorioù

kemmañ
  • 1951, 1952, 1953, 1955 ha 1956 : Harmon Trophy ar gwellañ levierez er bed.
  • 1952 : Grand Officier de la Légion d'honneur
  • 1962 : Commandeur de l'Ordre du Mérite sportif
  • 1963 : Priz Icare an AJPAE
  • 1997 : Grand-Croix de l'Ordre national du Mérite
  • Medalenn aour an Aéro-club de France
  • Medalenn aour an FAI
  • Un timbr 4 en enor da Jacqueline Auriol a voe embannet e Bro-C'hall e 2003[5].

Levrlennadur

kemmañ
  • (fr) AURIOL, Jacqueline : Vivre et voler, Flammarion, 1968
  • (fr) NOETINGER, Jacques : L'aviation – Une révolution du XXème siècle, Nouvelles Éditions Latines, 2005 (ISBN 978-2-7233-2058-0)
  • (fr) POIRIER, Jean-Pierre : La véritable Jacqueline Auriol, Pygmalion, 2005 (ISBN 978-2-85704-970-8)

Liammoù diavaez

kemmañ

 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Notennoù

kemmañ
  1. (en) 'Harmon Trophy'. Kavet : 24 Mezheven 2019.
  2. NOETINGER, Jacques, op. cit.
  3. Nijerezioù.
  4. Nijerezioù 9 000 – 12 000 kg a bouez enno pa zibradont.
  5. (fr) 'WikiTimbres'. Kavet : 24 Mezheven 2019.