Marie-Louise Maryse Bastié, bet ganet Marie-Louise Bombec, (Lemojez, 27 a viz C'hwevrer 1898Bron, 6 a viz Gouere 1952) a voe an nijerez c'hall kentañ o tapout meur a rekord en nijerezh, hag an hini gentañ ivez o vout un ofiserez en Aerlu gall.

Maryse Bastié

E 1932
Ganedigezh Marie-Louise Bombec
27 C'hwevrer 1898
Lemojez
Marv 6 Gouere 1952
Bron (Rhône)
Broadelezh  Gall

Micher Levierez
Ofiserez en Aerlu
Breved Niv. 221, 29 Gwengolo 1925

Respet

kemmañ

E 1909, pa oa-hi 11 vloaz, e varvas he zad Joseph Bombec ; gant he mamm Céline Filhoulaud e voe desavet er baourentez, ha goude he zesteni studioù kentañ e 1912 ez eas da wrierez lêr en ul labouradeg boteier. E 1915, d'an oad a 17 vloaz, e timezas gant Jean-Baptiste Gourinchas hag e c'hanas ur mab anvet Germain.
E 1917 he devoe he nijadenn gentañ ; bloaz goude e voe sekretourez-bizskriverez e Kompagnunezh an Tredan e Lemojez. E 1920 e torras he dimez.

Maeronez al letanant levier Louis Bastié hag a oa en talbenn e-pad ar Brezel-bed kentañ e voe Maryse Bombec ; e 1922 e timezjont hag e talc'hjont ur stal boteier e Cognac. Pa yeas he fried da Vourdel da gelenn nijal e teskas Maryse leviañ gant ar monitour Guy Bart, ha d'an 29 a viz Gwengolo 1925 e tapas he breved levierez eno. Sizhun goude, d'ar 6 a viz Here, e sevenas he c'hur gentañ : tremen gant un nijerez Caudron G.3 dindan pont treuzvourzhañ Bourdel, a-rez dourioù ar stêr Garona, kement-se evit gounit brud ha bezañ gopret gant saverien kirri-nij evel levierez. Ur c'hwitadenn e voe er c'heñver-se, rak e-pad pell ne c'hallas ket nijal kement ha ma felle dezhi.

E 1926 e varvas Louis Bastié en ur gwallzarvoud nijerez. Maryse a zigoras ur skol-leviañ, a rankas serriñ goude 6 miz. Da neuze ez eas betek Pariz, ma c'hounezas un nebeud arc'hant dre nijadennoù kentañ, bruderezh-nij ha diskouezioù tanlazheroù – entanañ a rae keflusker an nijerez en oabl ha lazhañ a rae an tan goude pradañ. Ugent munutenn hepken e padas pep hini eus he div nijadenn hirañ er bloaz-se.

E 1927, p'edo en Orly (Val-de-Marne hiziv) gant an nijadennoù kentañ hag ar bruderezh-nij e reas anaoudegezh gant al levier Maurice Drouhin (18911928).
E 1928 e voe prestet dezhi un nijerez Caudron C.109 ; gant an ardivink-se hag he c'havandad Drouhin e c'hounezas e miz Mezheven ur priz a 25 000 lur gall[1] a roas tro dezhi da brenañ an nijerez.
D'an 13 a viz Gouere, Maryse Bastié ha Drouhin a dapas rekord ar bed an hirañ nijadenn eeun etre Orly ha Trzebiatów e Pomerania ar C'hornôg e Polonia (1 058 km ent-ofisiel)[2].
D'an 9 a viz Eost e varvas Maurice Drouhin a-c'houde ur gwallzarvoud war bourzh un nijerez kentpatrom[3]. Er bloaz-se ivez, d'an 11 a viz Here, e voe Maryse Bastié ar vaouez kentañ o tapout aotre an treuzkas foran (niv. 1136).

E 1929 ez eas ganti rekord Bro-C'hall padelezh al levierezed (10 eurvezh ha 30 munutenn) ; klask a reas ober gwelloc'h c'hoazh hogen sac'het e voe ar c'heflusker ; en trede gwech, e miz Gouere 1929, e rankas pradañ a-raok echuiñ met gwellaet e voe ar rekord etrebroadel evelato, gant 26 eurvezh ha 48 munutenn.

D'ar 1añ a viz Ebrel 1930 ez eas Maryse Bastié da Alamagn davit he nijerez nevez, unan Klemm L-25a1 gant ur c'heflusker gall Salmson ha lesanvet Trottinette ganti. D'an 2 a viz Gwengolo e levias he nijerez betek ma voe ret dezhi pradañ dre ziouer a drelosk, da lavarout eo e-pad 37 eurvezh ha 55 munutenn – pelloc'h eget rekord Léna Bernstein (25 eurvezh ha 45 munutenn d'an 2 a viz Mae 1930). A-c'houde ar gur-se, Salmson a brofas ur c'harr-tan da Varyse, hag unan nevez bep daou vloaz betek he marv e 1952.
E miz Here e prenas un nijerez nevez, unan Caudron C.230.

D'an 28 a viz Mezheven 1931 e tibradas Maryse Bastié eus Le Bourget (Seine-Saint-Denis hiziv) hag e nijas betek Yurino e-kichen Nijniy Novgorod en URSS ma pradas goude 30 eurvezh ha 30 munutenn, da lavarout eo 2 976 km ha 97,5 km/h an tizh keitat[4]. Goude an nijadenn-se e voe anvet da Varc'hegez al Légion d'honneur hag e voe deroet Harmon Trophy stadunanat ar bloaz 1931 dezhi.

E 1932 e voe gopret al levierez gant ar farder nijerezioù Potez evit diskouez e ardivinkoù e Bro-C'hall hag en Afrika an Norzh.

E 1934 ez eas gant al levierezed Adrienne Bolland hag Hélène Boucher da stourm evit ma vije roet d'ar merc'hed ar gwir da vouezhiañ, a-du gant ar bolitikourez wregelour Louise Weiss (18931983). E dibenn ar bloaz e klañvaas hag e voe lamet he aotre diganti keit ha ma veze prederiet e Megève (Savoia-Uhel).

D'an 28 a viz Mezheven 1935 e varvas he mab Germain, 15 vloaz, diwar an derzhienn difoid e Tunizia. E miz Eost e krouas Maryse Bastié ur skol-leviañ en Orly gant he monitour kentañ Guy Bart ; berrbad e voe ar skol-se avat.
E dibenn ar bloaz e tivizas pilat rekord nevez an nijal dreist ar Meurvor Atlantel dre ar Su, a oa d'al levierez zelandneveziat Jean Batten (19091982) abaoe miz Du (13 eurvezh ha 39 munutenn).

Evit prientiñ an taol-arnod e reas ur monedone dreist ar meurvor gant Jean Mermoz hag en devoe graet tremen ugent gwech c'hoazh abaoe 1930. D'ar 7 a viz Kerzu 1936 e steuzias Mermoz a-us ar meurvor a-vaez da Zakar (Senegal).
D'an 12 a viz Kerzu e tibradas Maryse Bastié gant he nijerez Caudron 635 Simoun marilhet F-ANXO, badezet Jean Mermoz en enor d'al levier meur aet da get nevez a oa, hag e pradas e Dakar d'ar Sadorn 19. Eno, he mekanikour Lendroit a stalias un eil beol evit an trelosk evit ma c'hallje an nijerez kas 890 litr a zour-tan ganti. D'ar Merc'her 29 e tibradas al levierez, he-unan war vourzh, da 7 eur 23 beure. Da 7 eur 28 noz (eur Pariz) e pradas e Natal e Brazil, goude un nijadenn 12 eurvezh ha 5 munutenn, 3 173 km ha 264 km/h an tizh keitat[5]. Goude ar gur-se e eas Maryse betek Buenos-Aires en Arc'hantina ha Montevideo en Uruguay ma voe fiziet he nijerez da bennadurezhioù an Aerlu gall. Da Ofiserez el Légion d'honneur e voe anvet pa voe distro da Vro-C'hall.

En hañv 1937 ez eas gant he mignonez al levierez Suzanne Tillier war bourzh an nijerez Caudron Simoun marilhet F-AQAY da Rusia evit un droiad bruderezh hag o c'hasas betek Irkoutsk e Siberia[6].
Eus miz Du 1937 da viz Meurzh 1938 e voe e Suamerika adarre, gant ur Simoun all, evit un droiad prezegennoù ; en Uruguay ec'h adkavas nijerez rekord 1936, a oa bet lezet da vreinañ ; e eil Simoun a lezas e Suamerika ivez. Pa voe distro da Vro-C'hall e tigoras ur skol-leviañ.

E 1939 e tarzhas an Eil Brezel-bed. Pa voe aloubet Bro-C'hall e miz Mae 1940 ez eas da skoazellañ ar Groaz Ruz d'ober war-dro ar brizonidi e kamp-bac'h Drancy. Eno e torras he ilin p'edo un tren o vont kuit da Alamagn, nammet e chomas ha krennet e voe war he aotreoù nijal. Kuzhet a-drek he labour evit ar Groaz Ruz e tastume titouroù diwar-benn ar c'houzalc'herien evit ma vijent kaset da Londrez dre gomandant gall ar c'hamp-bac'h.
Goude ar brezel, e miz Here 1944, ez emezelas Maryse Bastié en Aerlu gall evel klañvdiourez ha letanant levierez — ar c'hentañ ofiserez e voe en aerlu-se ; e 1946 e kuitaas an arme goude 3 500 eurvezh nij[7].

E 1947 e voe anvet da Gommandourez el Légion d'honneur en abeg da oberoù dibar er brezel hag oberoù er Rezistañs ; ar c'hentañ maouez e voe o vout anvet ent-milourel.

E 1951 e voe gopret gant servij an darempredoù foran er Centre d'Essais en Vol nevez-krouet[8]. Dre m'eo kefridi pennañ ar CEV amprouiñ nijerezioù kent o frenañ ez eas Maryse Bastié war bourzh un Nord 2501 Noratlas 02 marilhet F-WFUN a oa war ziskouez e nijadeg ar 6 a viz Gouere 1952 e Bron. Ar skipailh a-bezh a varvas pa gouezhas an Nord 2501 war an douar.

E bered Montparnasse e Pariz emañ bez Maryse Bastié.

Rekordoù

kemmañ
  • Gouere 1928 : hirañ nijadenn eeun (1 058 km)
  • Gouere 1929 : padelezh etrebroadel (26 eurvezh ha 48 munutenn)
  • Gwengolo 1930 : padelezh etrebroadel (37 eurvezh ha 55 munutenn)
  • Mezheven 1931 : hirañ nijadenn eeun etrebroadel (2 976 km)
  • Kerzu 1936 : treizh Meurvor Atlantel ar Su Dakar Natal(12 eurvezh ha 5 munutenn)

Enorioù

kemmañ
  • Komandourez el Légion d'honneur ent-milourel
  • Citation à l'ordre de la Nation
  •   Urzh ar Steredenn Ruz (Орден Краснoй Звезды, Orden Krasnoï Zvezdy) – URSS, 1931[9]
  •   Marc'hegez Urzh Broadel Kroaz ae Su (Ordem Nacional do Cruzeiro do Sul) – Brazil, 1937
  • Grande médaille d'or de la Société d'encouragement au progrès – Bro-C'hall, 1937
  • Plakenn argant melen an Aéro-Club de France – Bro-C'hall, 1937
  •   Urzh Steredenn Roumania (Ordinul Național Steaua României)Roumania, 1937
  •   Médaille de la jeunesse et des sports – Bro-C'hall, 1937
  •   Komandourez en Urzh ar Palmes académiques – Bro-C'hall, 1937
  •   Urzh an Dellezegezh (Orden al Mérito) — Chile, 1938
  •   Kroaz an Nijerezh – Perou, 1938
  •   Urzh an Dieuber (Orden del Libertador)Venezuela, 1938
  •   Urzh Roueel Sant-OLavs (Kongelige Norske St. Olavs Orden)Norvegia, 1940
  •   Komandourez Urzh Broadel al Lejion a enor – Bro-C'hall, 1947 (marc'hegezh e 1931, ofiserez e 1936)
  •   Croix de guerre 1939-1945 avec palmes – Bro-C'hall
  •   Médaille de la Résistance française – Bro-C'hall
  •   Médaille de l'Aéronautique –Bro-C'hall
  •   Komandourez Urzh Rouantel Kambodjia (គ្រឿងឥស្សរិយយសព្រះរាជាណាចក្រកម្ពុជា) –Kambodjia
  • E 1955 e voe embannet un timbr en enor da Varyse Bastié[10], a voe adembannet e 2016[11].

Liammoù diavaez

kemmañ

 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Notennoù

kemmañ
  1. War-dro 15 000 € hiziv.
  2. (fr) Kartenn.
  3. (fr) Error on call to Template:cite web: Parameters url and title must be specified. Kavet : 24 Mezheven 2019.
  4. (fr) Kartenn.
  5. (fr) Kartenn.
  6. (en) WILES, John : Memoirs of Suzanne Tillier — The Story of an Extraordinary Woman, Infinity, 2008 (ISBN 978-0-7414-5081-4)
  7. (fr) 'Service historique de la Défense'. Kavet : 24 Mezheven 2019.
  8. GROLLEAU, Henri-Pierre : Le Centre d'Essais en Vol, Marines Éditions, 2006 (ISBN 978-2-915379-56-3)
  9. An holl enorioù a gavor e CHEYMOL, Jacques & FRADET, Alain : Maryse Bastié – DeLimoge-Feytiat à Lyon-Bron, Conservatoire Aéronautique en Limousin, 2010
  10. (fr) 'Wikitimbres'. Kavet : 24 Mezheven 2019.
  11. 'Wikitimbres'. Kavet : 24 Mezheven 2019.