Hélène Boucher
Hélène Antoinette Eugénie "Léno" Boucher (Pariz, 23 a viz Mae 1908 – Guyancourt, 30 a viz Du 1934) a voe ul levierez nijerezioù c'hall.
Petra bennak ma voe berr-berr he respet e tapas meur a rekord tizh e deroù ar bloavezhioù 1930. En ur gwallzarvoud karr-nij e kollas he buhez.
Hélène Boucher
| |
---|---|
E 1934 | |
Ganedigezh | 23 Mae 1908 Pariz |
Marv | 30 Du 1934 Guyancourt (Seine) |
Broadelezh | Gall |
Micher | Levierez |
Breved | 21 Even 1931 |
Yaouankiz
kemmañMerc'h e oa d'an tisavour Léon Boucher (1868–1939) ha d'e wreg Élisabeth Hélène Dureau. Pa darzhas ar Brezel-bed kentañ, an tiegezh a guitaas Pariz d'en em staliañ en o zi kozh e Yermenonville (Eure-et-Loir). Eno e tastumas Hélène skridoù ha luc'hskeudennoù a denne d'al levierien ha d'an nijerezioù. Goude ar brezel e tistroas gant he familh da Bariz, ma reas he studioù. Da 16 vloaz e tapas he aotre da vleinañ kirri-tan, a-raok kenderc'hel gant he studioù e Skol an Arzoù-Ker.
E 1930, d'an oad a 22 vloaz, e tivizas bezañ levierez a-vicher evit kaout an dial eus marv al levier ha saver nijerezioù Jean Hubert (1885–1927), a oa mignon d'he breur. He nijadenn gentañ a reas d'ar 4 a viz Gouere hag adalek miz Meurzh 1931 e teskas leviañ. Brevedet e voe d'an 21 a viz Even, goude 100 eurvezh nij hag un nijadenn diouzh noz. Bloaz war-lerc'h e voe brevedet a-vicher, ar pevare maouez e Bro-C'hall goude Adrienne Bolland (1920), Maryse Bastié (1925) ha Maryse Hilsz (30 Ebrel 1930). Diouzhtu e prenas ur nijerezig eildorn, un De Havilland DH.60G Gipsy Moth saoz bet marilhet F-AJKM e miz Kerzu 1929 (G-AALY e oa e Bro-Saoz)[1],[2].
Respet
kemmañE miz Here 1932 e kemeras perzh e nijadeg Caen–Deauville ; sac'het e voe he nijerez, ret e voe dezhi pradañ ha chom a reas an nijerez a-skourr ouzh ur wezenn, met dibistig e voe al levierez yaouank.
D'an 2 a viz Gouere1933 e nijas e redadeg an Daouzek eurvezh en Angers en ur gas an danvez levierez Edmée Jarlaud (1910–1939) ganti ; 14vet e voe he renk, met ar c'hentañ maouez oc'h echuiñ e voe.
Miz diwezhatoc'h, d'an 2 a viz Eost, e tapas rekord ar bed an uhelder (5 900 m) evit al levierezed war bourzh ur Mauboussin M-123 Corsaire.
Adalek miz Gwengolo e heulias kentelioù troioù-ouesk war nij.
E 1934 ez eas gant al levierezed Adrienne Bolland ha Maryse Bastié da stourm evit ma vije roet d'ar merc'hed ar gwir da vouezhiañ, a-du gant ar bolitikourez wregelour Louise Weiss (1893–1983).
Er bloaz-se e voe gopret gant an embregerezh Caudron-Renault evit amprouiñ embregadusted o nijerezioù[3].
D'an 8 a viz Gouere e voe eil e Daouzek eurvezh Angers — en he unan war bourzh un nijerez Caudron C.430 Rafale e-pad 12 eurvezh, pa oa daou nijer en ardivikink a dapas ar priz kentañ. Ganti evelato ez eas rekord etrebroadel tizh ar merc'hed war 1 000 km gant 250,086 km/h keitat[4].
D'an 30 a viz Du, e-kerzh un nijadenn-bleustriñ e Guyancourt gant he ardivink Caudron C.430 Rafale, e voe tapet an nijerez gant barr ar gwez hag e yeas da flastrañ ouzh an douar. Gloazet-garv e voe Hélène Boucher, a varvas en hent da ospital Versailles.
Obidoù broadel a voe graet dezhi en iliz-veur Saint-Louis des Invalides e Pariz – ar wech kentañ evit ur vaouez – kent bezañ beziet e Yermenonville.
Rekordoù etrebroadel
kemmañEizh rekord etrebroadel a yeas gant Hélène Boucher.
Rummad | Rekord | Kur | Deiziad |
---|---|---|---|
Nijerez skañvoc'h eget 450 kg, 1 gador | Uhelder | 5 900 m | 2 Eost 1933 |
Nijerez gant ur c'heflusker | Tizh a-hed 1 000 km | 250,06 km/h | 8 Gouere 1934 |
Nijerez 280 – 560 kg, lieskador | 250,09 km/h | ||
Tizh war amred kloz 1 000 km, digargad | |||
Nijerez gant ur c'heflusker | Tizh a-hed 1 000 km | 409,18 km/h | 8 Eost 1934 |
Tizh war amred kloz 100 km, digargad | 412,37 km/h | ||
Tizh war amred kloz 1 000 km, digargad | 409,18 km/h | ||
250,09 km/h | |||
Tizh a-hed 3 km | 445,03 km/h | 11 Eost 1934 |
- Mammenn : (en) FAI / WASF.
Levrlennadur
kemmañ- (fr) MARCK, Bernard : Les aviatrices, L'Archipel, 1994 (ISBN 978-2-909241-26-5)
- (fr) MARCK, Bernard : Hélène Boucher, la fiancée de l'air, L'Archipel, 2003 (ISBN 978-2-84187-523-8)
- (fr) QUELLA-GUYOT, Didier & DAUGER, Olivier : Hélène Boucher, l'étoile filante, Paquet, 2018 (ISBN 978-2-88890-883-8)
Liammoù diavaez
kemmañ- (fr) 'Info-Levallois'. Kavet : 24 Mezheven 2019.
- (fr) 'Aéro-Bigorre'. Kavet : 24 Mezheven 2019.
- (fr) '"Maryse Hilsz" – Les Ailes n°1047, 09/02/1946'. Kavet : 24 Mezheven 2019.
- (fr) '"Maryse Hilsz vue par Maryse Bastié" – L'Air, 20/02/1946'. Kavet : 24 Mezheven 2019.
- (en) 'The Pioneers'. Kavet : 24 Mezheven 2019.
- (en) 'Popular Aviation, Ebrel 1936. Kavet : 24 Mezheven 2019.
Notennoù
kemmañ- ↑ (en) 'Golden Years of Aviation'. Kavet : 24 Mezheven 2019.
- ↑ (fr) Lunell. Kavet : 24 Mezheven 2019.
- ↑ REDIER, Antoine : Hélène Boucher, jeune fille française, Flammarion, 1935 — En-linenn. Kavet : 24 Mezheven 2019.
- ↑ Ul levierez all anvet Becker a oa gant H. Boucher. Gwelit (fr) HIRSCHAUER L. & DOLLFUS Ch. : L'Année aéronautique 1936–1937, Dunod, 1937 – En-linenn. Kavet : 24 Mezheven 2019.